Foulk III : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
''''Foulk III'''', lesanvet '''Foulk Nerra''', ( pe Foulk an Du) dre ma oa duik e zremm, a voe [[kont]] [[Anjev]] adalek an [[21 Gouere|21 a viz Gouhere]] [[987]], betek e varv e [[Metz]] e [[1040]].
 
[[Tad-kozh]] [[Ermengarde]], [[dugez Breizh]] e oa.
[[ImageSkeudenn:ChristianBauer Chateau de Loches dungeon.jpg|thumb|250px|Tourell kastell Foulk Nerra e [[Loches]].]]
 
 
==Un den kriz ==
 
War-dro [[972]] e voe ganet an hini a grouas ar galloud anjevat ha 15 vloaz ne oa ken pa voe anvet da gont war-lerc'h e dad.
 
Ur paotr feuls, nerzhus hag un emganner dispont a oa anezhañ. Un den [[deol]] e oa ivez, prim d'ober pinijenn war-lerc'h e washañ torfedoù.
 
Un den kriz a oa anezhañ evit e amzer zoken.
[[Torfed]]où e-leizh a reas, ha morc'hed bras dezhañ war o lerc'h : abalamour dezho e savas meur a [[abati]] hag ez eas dre deir gwech d'an [[Douar Santel]], evel a veze graet eus [[Palestina]] da neuze, e [[1002]], e [[1008]], hag e [[1038]]), da walc'hiñ e [[ene]] diouzh ar [[pec'hed]]où niverus hag an torfedoù kriz en devoa graet hervez e [[relijion]].
 
Linenn 19 ⟶ 18:
==Un den a veli==
 
Brezel a reas da gonted [[Roazhon]] ha [[Roll Rouaned ha Duged Breizh|duged Breizh]] ha trec'h e voe en emgann [[Konkerel]] ma lazhas an [[dug]] [[Konan Iañ a Vreizh]] d'ar [[27 Mezheven|27 a viz Mezheven]] [[992]]. Astenn a reas e c'halloud war gontelezhioù [[Maine]] ha [[Touraine]]. Stourm a reas ivez ouzh e amezeien norman.
 
Ken taer all e oa ar c'hont [[Eudes II de Blois]], hag emglev a reas enep dezhañ gant ar roue gall. A-benn ar fin e voe trec'h war gont [[Blois]] en emgann [[Pontlevoy]] d'ar [[6 Gouere|6 a viz Gouhere 1016]].
 
E [[1025]], lakaet gantañ e grabanoù war gêr [[Saumur]], ha c'hwezhet an tan enni, e c'harmas: "Sant Florentius, laosk da zeviñ. Gwelloc'h ti a rin dit en [[Anje]]." Koulskoude, pa oa diaes kas ar relegoù gantañ, e lavaras ne oa nemet ur paourkaezh den eus ar sant, un dizenor evit e gêr, ha lakaat a reas kas ar relegoù en-dro da Saumur.
 
Mervel a eure d'an [[21 Mezheven|21 a viz Mezheven]] [[1040]] e [[Metz]], p'edo o tistreiñ eus [[Palestina]].
 
==E diegezh==
*Mab e oa da ''Geoffroy « Grisegonelle »'' ([[Jafrez Iañ (kont Anjev)|Jafrez I{{añ}}, kont Anjev]]) ha da ''Adélaïde de Vermandois''.
 
*E wreg kentañ e oa ''Élisabeth de Vendôme'', merc'h da ''Bouchard le « Vénérable'' », kont Vendôme, ha da ''Élisabeth de Melun''. He c'has kuit a reas, ha marteze he lazhañ, war zigarez he devoa [[avoultr]]et.
**Ur verc'h bepred en doe diganti, ''Adèle'' hec'h anv.
 
*E 1001 e timezas gant '' [[Hildegard Sundgau]] '' ha daou vugel o doe,
**''Geoffroy « Martel » '' ([[Jafrez II (kont Anjev)|Jafrez II, kont Anjev]]), ganet e [[1006]].
**''[[Ermengarde Anjev]]'', a voe dimezet da ''[[Jafrez Ferreol]]'' kont [[Gâtinais]], ganet e [[1012]].
 
==E savadurioù==
Kalz a gestell hag abatioù a voe savet gantañ, a-hed e amzervezh, tra m'edo oc'h en em gannañ enep [[Breizh]]iz pe [[Bleaz]]iz : kontet ez eus bet ouzhpenn kant anezho, en o zouez re [[Château-Gontier]], [[Loches]] ha [[Montbazon]].
 
E [[Langeais]] (e [[990]]), e savas unan eus ar c'hestell kentañ e mein.
 
Sevel abatioù avat ne vire ket outañ da daeriñ ouzh an Iliz bep an amzer, pa glaske ober dezhañ paouez gant e vrezelioù dizehan.
Linenn 55 ⟶ 54:
*Erdoes, Richard. ''AD 1000: Living on the Brink of Apocalypse'', 1988
*Fichtenau, Henry. ''Living in the Tenth Century'', 1991.
 
 
[[Rummad:istor Breizh]]