Peurunvan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 18:
 
==An enebourien==
Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret, pa voe adkroget da skrivañ e peurunvan e [[1945]] gant [[Youenn Olier]]. [[Andreo Arar Merser]], [[Armans Keravel]] pe c'hoazh [[Visant Seite]], daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e [[1941]] o doa e zilezet e [[1945]], hag aet a-du gant ar Skolveurieg e [[1954]].
 
Gwir eo e oa anv ivez da gelenn brezhoneg er skol hag e c'houlenne yezhourien alaman evel Leo Weisgerber e vije unvanet an doare-skrivañ evit Breizh a-bezh.
Linenn 24:
'''Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan''', war-bouez tri eus ar rummad kozh : [[Taldir]], [[Frañsez Vallée|Vallée]] ha [[Meven Mordiern]], na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù, emezo.
Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet [[Roparz Hemon]] d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezanvezañ ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret [[stummoù gwenedek-rik er yezh lennek]].
 
==Peurunvan ofisiel==