Brezhoneg Kerne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Brezhoneg Kerne, pe kerneveg (arabat eo droukveskañ gant kerneveureg, a zo yezh keltiek Kernev-Veur) a vez graet eus brezhoneg Bro-Gerne. Dre m'eo ar vro-se bro hengounel brasañ e B...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Brezhoneg Kerne, pe kerneveg (arabat eo droukveskañ gant kerneveureg, a zo yezh keltiek Kernev-Veur) a vez graet eus brezhoneg Bro-Gerne. Dre m'eo ar vro-se bro hengounel brasañ e Breizh-Izel eo diaes a-walc'h lavaret resis petra eo brezhoneg Kerne. Eus Kerne-Uhel betek ar Vro Vigoudenn, hag eus Plougastell betek Kemperle e cheñch kalz an doare da zistagañ hag ar gerioù implijet. Koulskoude eo sklaer ez eus perzhioù dibar da brezhoneg Kerne e-keñver ar rannyezhoù all.
 
== Pouez-mouezh ==
 
Pouezmouezhiet e vez war an eil silabenn diwezhañ, evel e brezhoneg Leon, hogen kreñvoc'h eo an taol-mouezh.Abalamour da se e vez neutralizet ar vogalennoù dibouezmouezh: dont a reont da vezañ "chwa" pe mont a reont da get zoken. Da skouer e vez distaget "bara" /ba:r/. Ar gerioù implijet alies, evel "anezhañ", "anezhi", a vez distaget en ur silabenn nemetken.
 
 
[[fr:Breton cornouaillais]]
[[ca:Cornuallès]]