Doueoniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: az:Teologiya
Linenn 15:
 
Er c'hantvedoù kentañ e oa savet disfiz en oberourion gisten ouzh implij ar ger. En o spered e oa stag ar gerioù "doueoniezh" ha [[doueoniour]]ion ouzh ar wengelouriezh pagan.
Koulskoude e teu [[Klemañs Aleksandria]] da ober ar c'hemm etre « doueoniezh ar Verb peurbadel » ha « gwengelouriezh [[Dionysos]] ». Tamm-ha-tamm eez yaa da goll ar ster stag ouzh ar baganiezh. Nemet e kemm a-wechoù ar ster resis d'ar ger: a-wechoù e talv kement ha [[Skriturioù Sakr]], pe kofezadur ar [[feiz]] kristen. Da veno doueoniourion arall e talveze an doueoniezh kement ha prezeg eus [[doueegezh]] dre vras, pe eus doueegezh [[Jezuz]] nemetken.
Er c'hornog ne vez ket graet nemeur gant ar ger a-raok ar mare "skolastek": gwell e vez kavet komz gant troiennoù enne ar ger "sacer", evel "doctrina sacra", "sacra pagina" pe "sacra eruditio".
A-benn ar fin neoazh e weljod an doueoniourion latin oc'h ober forzhik gant ar ger en o skridoù, ma teuas ar ger "doueoniezh" da dalvezout kement ha "studi ar gelennadurezh kristen", ar ster a zo chomet warnañ abaoe, e metoù ar gristenien da vihanañ.