Diforc'hioù etre adstummoù "Eil Triumvirelezh"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Edo Antonius o chom en [[Egipt]] a oa he rouanez, [[Kleopatra]], lakaet war an tron gant Caesar e-unan, dimezet gantañ. Hounnezh a felle dezhi disteraat [[Roma]] ha lakaat [[Aleksandria]] Egipt da gêrbenn ar bed kreizdouarel.
 
En un doare ampart-tre e lavare Octavius e oa difennour Roma a-enep da youl-sevel Kleopatra. Strakal a reas ar brezel etre an daou gevezer e [[-32]]. Trec'h e voe Octavius e-kerz [[emgann AktiomActium]]. En em zistrujañ a reas Antonius ha Kleopatra ha staget e voe Egipt ouzh an impalaerezh roman. Pa zistroas Octavius da Roma e voe roet dezhañ titl a [[Augustus]] miret d'an doueed betek-henn ha sakramantet e voe e -27. Evit diskouez e oa echu gant ar brezel e lakaas da brennañ dorioù templ [[Janus]]. Aroueziañ a ra ren Augustus ([[27 kent JK]] – [[14 goude JK]]) dibenn ar [[Republik]] ha deroù an [[Impalaeriezh]].
 
[[ar:الثلاثية الثانية]]
523

modifications