Brigadennoù Ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 12 Gou 2005 da 11:10

Patrom:Peurunvan

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Brigadennoù Ruz (italianeg: Brigate Rosse) a zo anezhe ur strollad marksour-leninour en Italia sañset da vezañ krouet gant Renato Curcio, ur studier e Skol-Veur Trento e 1969. 'Pal pennañ ar Brigadennoù Ruz (BR) a zo klask kas an traoù d’ur stad dispac’hel dre ar stourm armet a-benn tennañ kuit Italia diouzh an Aozadur ar Feuremglev Norz-Atlantel (AFNA) .

Er penn kentañ ne oa oberiant ar strollad nemet e Milan hag e Turin e lec’h ma veze stourmet gantañ a-enep d’an tu dehoù pellañ. Gant izili ar strollad – dreist-holl laboureion/ezed ha studeierion/ezed – e veze distrujet mekanikoù ha burevioù al labouradegoù. E 1972 e voe kaset da benn skrapadeg gentañ ar strollad, mestr-micherour ul laboradeg bet dalc’het gante a-raok leuskel anezhañ da vont kuit.

Goude 1974 ez eas war ledanaat tachenn ar Brigadennoù Ruz betek Roma, Genoa, ha Venice ha kregiñ a rejont ivez da skrapañ tud a-bouez er vro.

Hervez an disklêriadur bet embannet gant ar strollad 1975 en deveze da bal: "skeiñ kalet a-enep da galon ar Stad rak ar Stad a zo anezhi ur sammad embregerezhioù impaelour liesvroadel". Kregiñ a rejont da skeiñ kentoc’h war balioù o tennañ d’ar polis, servijoù ar surentez hag ivez ar strollad a veze da neuze e penn ar vro, Democrazia Cristiana.

E miz Mezheven 1974 e voe lazhet evit ar wech kentañ gant ar Brigadennoù Ruz pa varvas dreze daou ezel eus ar strollad faskour, Movimento Sociale Italiano. Da geñver an deiziad-se e voe leusket a-gostez gante hogozik penn-da-benn o labour war an dachenn etre al labourerion.