Diforc'hioù etre adstummoù "Brigadennoù Ruz"

958 okted ouzhpennet ,  15 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
E 1978 e voe skrapet ha lazhet gant ar Brigadennoù the Brigades ez-[[Kentañ Ministr]] [[Italia]] [[Aldo Moro]] abalamour ma oa bet deuet hennezh a-benn da gaout ur genemglev etre [[Strollad Komunour Italia]] ha Democrazia Cristiana.
 
A-drugarez da veuntr Aldo Moro e krogas servijoù surentez ar stad da chaseal ar Brigadennoù da vat. Meur a hini eus an tu-kleiz hag ivez ez-pennoù ar BR en toull zoken a savas a-anep da veuntr ar politikour ha gant ar strollad e voe kollet neuze souten ar boblañs dre vras. Harzet e oa bet kalz a dud liammet ouzh ar Brigadennoù e1980.
 
E 1981 e vo skrapet gant ar BR un ofiser eus arme ar [[Stadoù Unanet Amerika|Stadoù Unanet]], James Dozier, dieubet war-lerc’h gant ar polis. Gallout a reas ar polis herzel izili all en afer-se ha dreze e oa bet tu da herzel meur a hini all da heul.
 
E 1984 e tisrannas ar Brigadennoù e daou duad: al darn vrasañ eus an izili e ''Strollad Stourm Komunour'' (BR-PCC) hag ar re all e ''Unvaniezh ar Stourmerion Komunour'' (BR-UCC). Hag er memes bloavezh e voe nac’het ar stourm armet o lâret ne gase da vann ebet gant pevar eus pennoù an aozadur en toull-bac’h , Curcio, Moretti, Ianelli and Bertolucci,.
36 397

modifications