Diforc'hioù etre adstummoù "Brigadennoù Ruz"

615 okted ouzhpennet ,  15 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
E 1981 e vo skrapet gant ar BR un ofiser eus arme ar [[Stadoù Unanet Amerika|Stadoù Unanet]], James Dozier, dieubet war-lerc’h gant ar polis. Gallout a reas ar polis herzel izili all en afer-se ha dreze e oa bet tu da herzel meur a hini all da heul.
 
E 1984 e tisrannas ar Brigadennoù e daou duad: al darn vrasañ eus an izili e ''Strollad Stourm Komunour'' (BR-PCC) hag ar re all e ''Unvaniezh ar Stourmerion Komunour'' (BR-UCC). Hag er memes bloavezh e voe nac’het ar stourm armet o lâret ne gase da vann ebet gant pevar eus pennoù an aozadur en toull-bac’h , Curcio, Moretti, Ianelli and Bertolucci,.
 
E 1984 e tisklêrias ar strollad e oa bet lazhet gante Leamon Hunt.
 
E 1985 un nebeut izili italian o chom e [[Frañs]] a distroas da [[Italia]]. Mont war gresk a rae an niver a dud harzet gant ar polis d’ar c’heñver-se. E miz C’hwevrer 1986 e lazhas ar BR-PCC ez-maer [[Firenze]] ha klask lazhañ ivez kuzulier ar C’hentañ Ministr [[Bettino Craxi]]. E miz Meurzh 1987 e lazhas ar BR-UCC ar Jeneral Licio Giorgieri e [[Rome]]. Hag e 1988 e voe lazhet gant ar BR-PCC ar senador Roberto Ruffilli. Taol bras diwezhañ ar strollad e hennezh a-drugarez da niver bras an izizli pennañ bet tapet gant ar polis.
36 397

modifications