Diforc'hioù etre adstummoù "Galated"

Kemm ebet er vent ,  10 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ul lu Kelted eus [[Galia]] a aloubas [[Makedonia]] ha [[Bro-C'hres]] goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an [[Alpoù]] hag a dreuzas an [[Hellespontos]] goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras [[templ]]où [[Delfos]], ur veaj a voe graet an [[Ergerzhadeg vras]] anezhi. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e voe tizhet Azia-Vihanañ ganto pa oant bet kouviet da zont betek enni gant roue [[Bitinia]], [[Nikomedes Ia{{ñ}}]], da ziarbenn ar roue ''seleukour'' [[Antiokios I{{añ}}]].<br>
 
Trec'het gantañ eez yeaseas ar Gelted e takadoù [[menez]]iek uhelañ e Reter [[Frigia]] a voe roet anv Galatia diwarno. Ar [[prinselezh]] nevez en doa harzoù boutin gant [[rouantelezh ar Pontos]] hag hini [[Paflagonia]] e [[Norzh]], [[Kappadokia]] er [[Reter]], [[rouantelezh Pergam]] er Su hag hini Bitinia er [[C'hornôg]]. Pa oa disheñvel o [[renad]] eus hini o amezeien e veze graet ''Kumuniezh ar C'halated'' eus o zeir fobl. (''Koinon Galatôn'' e [[gresianeg]] ha [[Commune Galatarum]] e [[latin]]). Graet o doa o annez e [[kastell-kreñv|kastellioù-kreñv]] nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien.
 
==Framm politikel ar Galated==
636

modifications