Rouantelezh ar Vandaled : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
E [[429]] e oa renet [[Roma]] gant [[Valentinian III]] hag e vamm [[Galla Placidia]]. Deuet a-benn e oa ar jeneral [[Flavius Aëtius]] da gendrec'hiñ anezhi e felle d'ar jeneral [[Bonifacius]] he lazhañ gant he mab ha skrapañ an tron. Goulenn a reas diganti skrivañ ul lizher da <sub>v</sub>Bonifacius ma urzhfe dezhañ distreiñ da Roma. Hervezañ e nac'hfe-eñ. Er memes amzer e skrivas da <sub>v</sub>Bonifacius da lârout dezhañ ne zlefe ket distreiñ da Roma rak fellout a rae da <sub>c'h</sub>Galla Placidia lazhañ anezhañ. Pa welas Bonifacius an daou lizher e c'halvas ar Vandaled d'e sikour. Dizoloet e voe an irienn diwezhatoc'h met da [[Afrika]] e oa tremenet ar Vandaled dija d'ar mare-se.
 
[[Geiseric]] a dreizhas [[strizh-mor Jibraltar]] gant tout e bobl hag un niver bras ag [[Alaned]]. War-du ar reter eez yeaseas ha sezizañ [[Hippo Regius]] ma veve [[Sant-Aogustin]]. Aloubet e voe ar gêr goude 18 mizvezh ha da gêrbenn ar rouantelezh eez yeaseas betek [[439]].
 
E [[435]] e voe sinet ur feur-skrid peoc'h a roe tirioù en Afrika d'ar Vandaled met torret buan e voe gant Geiseric a aloubas [[Kartago]] a lakaas-eñ d'e gêrbenn. Dindan e ren e skrapas ar Vandaled [[Sikilia]], [[Sardinia]], [[Korsika]] hag an [[Inizi Balear]].
Linenn 48:
==Diskarr ar rouantelezh==
 
D'an 25 a viz geñver [[477]] e varvas Geiseric. Hervez al lezenn-hêrezh en-doa dekredet eez yeaseas an tron da ezel koshañ eus ar familh roueel. [[Huneric]], e vab, e oa ([[477]] - [[484]]). Da gentañ e c'houzañvas ar gatoliked, an aon gantañ a-raok [[Bizañs]] met goude [[482]] e krogas-eñv da heskinañ ar [[Manic'heanegezh|Vanic'heaned]] hag ar gatoliked.
 
[[Gunthamund]] ([[484]] – [[496]]) a baouezas gant an heskinerezh ha klask a reas ar peoc'h gant ar gatoliked. Gwanaet e oa bet ar rouantelezh goude marv Geiseric, avat. Kollet he-doa un darn vras eus [[Sikilia]], aloubet gant an [[Ostrogoted]] ha muioc'h muiañ kinniget e oa gant ar [[mor|vored]], ar bobl orin ar vro.