Mebyon Kernow : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: be-x-old:Mebyon Kernow
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
* Kenlabourat gant an holl gevredigezhioù a fell dezho mirout sevenadur Kerne-Veur.
 
E miz gwengolo 1951 e terouas da c'houlenn ur statud emrenerezh evit Kerne-Veur e-barzh ur stad breizhveuriat kevreel. E sez kentañ e c'hounezas Mebyon Kernow e 1953 e kuzul-kêr Redruth-Camborne. E-pad ar bloavezhioù 50 ha 60 e chomas Mebyon Kerow ur bagad-pouezañ kentoc'h eget ur strollad politikel gwir, avat, hag e izili o-doa ar gwir da emezelañ d'ar strolladoù arall. E-pad ar bloavezhioù 70 hepken eez yeaseas da vezañ un aozadur kenstag a grogas da ginnig danvez-kannidi d'al dilennadegoù lezennel.
 
Un ezel eus [[Emglev libr Europa]] ha liammoù tost gant an [[SNP]] ha ar [[Plaid Cymru]] eñ-deus. Kevreet gant ar Re C'hlas e oa en dilenadegoù 2005. Danvez-kannad ebet a ginnigas e pastell-vro Saint-Yves da skoazell ar Re C'hlas, tra m'e harpe ar re-mañ er pastelloù-bro kerneveurat arall.