Burgondia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 38:
==Startadur ar rouantelezh==
 
Hervez [[Gregor Teurgn]] e oa un brezel diabarzh e Burgondia goude distro Gundobad. Muntrañ a reas hemañ e vreur Chilperic hag e wreg hag e verc'hed en-defe harluet. War-dro 500 tra m'edo Gundobad o vrezeliñ ouzh [[Hlodwig Iañ]] e vefe bet trubardet gant e vreur [[Godegisel]] a vefe bet kevreet gant ar Franked. Godegisel ha Hlodwig o-defe faezhet Gundobad kent sezizañ anezhañ en [[Avignon]]. Gouestl e vefe bet Gundobad da sevel un arme arall ha aloubiñ a reas [[Vienne]] m'edo Godegisel hag e zalc'hidi. Lazhet e vefe bet Godegisel ha da roue nemetañ ar Vurgonded eez yeaseas Gundobad, ar pezh a dalvez e oa marv Gundomar dija, hag-eñv n'anavezer ket pegoulz ha penaoz e oa bet c'hoarvezet.
 
Gant Hlodwig e tifachas Gundobad war a seblant, estreget ma voe rediet da vont d'e waz, rak seblantout a ra ar Vurgonded bezañ skoazellet anezhañ en o stourrm a-enep [[Vizigoted]] [[Alaric II]] e [[507]].