Abadenn skinwel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
War ar skinvel e vez diskouezet a-steudoù '''abadennoù skinwel''' liesseurt, berr pe hir, darn anezho evit ober ur steudad abadennoù war ar memes framm. Peurvuiañ e vez aozet an abadennoù faltazi evit kaout un termen. Koulskoude e c'hoarvez ma vez savet pennadoù nevez seul ma ra berzh an abadennoù.
 
Pa vez an [[heuliadenn]]où e framm ur danevell faltazi gant elfennoù padus e vez kaoz eus ar pennadoù evit pep a [[skingasadenn]]. Er c'hontrol e vez skingaset ivez abadennoù espar evel ar filmoù skinwel pe [[telefilm]]où ha n'int ket aozet evit bezañ diskouezet er [[sal sinema|salioù sinema]]. Koulskoude pa vezont aozet muioc'h muiañ a filmoù sinema gant ar memes teknikoù niverelaat eez yaa da vezañ tost-tre e-keñver an dasparzhañ an holl filmoù. Un diforc'h a chom peurvuiañ e-keñver padelezh ar filmañ pa vez filmet an telefilmoù div pe deir wech buanañ. Ar filmoù [[sinema]] pennañ a zo hiroc'h o fadelezh, muioc'h eget 1 eur.
 
Meur a abadenn skinwel a dle bezañ aozet diwar ar badelezh. Kaozet e vez eus ment 26 [[munutenn]] pe 52 munutenn (e Bro-C'hall) pa vez klasket sevel ur [[raklun]] diazezet war an [[eur]]. Jedet e vez ar badelezh hervez ar prantad [[bruderezh filmet]] a vez aotreet. Kavet e vez betek 15 munutenn [[bruderezh]] pep eur.