Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Disteurel kemmoù 766336 a-berzh 220.232.237.39 (kaozeal) oc’h adlakaat titouroù tennet gant an IP hep displegadenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 49:
[[Image:RaveOn.jpg|right|thumb|Rave party e Breizh.]]
 
Diwar ali e wreg eez yaa Denez d'ar [[rave party]] kentañ aozet e Roazhon, e 1993, daoust ma oa dezhañ rakvarnioù fall<ref name=ethnotempos />. Eno e tizolo ur sonerezh, evel hini Breizh, a ya war-dro an dañs, hag a ra gant ul lusk ha notennoù tost eus sonerezh hengounel Breizh. Neuze e soñj e c'hellfe implijañ anezhi da heul e gan.
 
E [[1995]] e kemer perzh Denez Prigent e ''Dao Dezi''<ref>{{fr}} [http://2007.festival-cornouaille.com/presse/01/dp-fc-2007.pdf Page 10 - Biographie de Denez Prigent - Le projet Dao Dezi]</ref>. Kaset eo ar raktres-se gant Éric Mouquet, eus [[Deep Forest]], ha Guilain Joncheray, evit ober gant sonerezh Breizh evel ma rae Deep Forest gant sonerezh [[Afrika]], da lavarout eo, meskañ komzoù hengounel ha sonerezh elektronek. Michel Sanchez, an izili all eus Deep Forest, a zo perzh eus ar raktres-mañ, enrollet ha mesket gant Erwin Autrique. Kanañ a ra ivez [[Arnaud Maisonneuve]], [[Manu Lann Huel]] ha [[Tri Yann]] war ar bladenn-se.
Linenn 59:
Dont a ra e eil bladenn, ''Me 'zalc'h ennon ur fulenn aour'', e [[1997]]. Savet eo an holl gomzoù (nemet re ''Ar rannoù'', tennet eus ar Barzaz Breiz) hag al lodenn vrasañ eus ar sonerezh gantañ, gant benvegioù hengounel ha sonioù elektronek. Dañvez hengounel ar gwerz a vez kavet er c'homzoù : an direizhded, ar c'hleñved, ar marv. ''E trouz ar gêr'', diwar du artifisiel ar buhez e kêr, hag ''An hentoù adkavet'', diwar amzer nevez an [[Tro Breizh]], a zo e ganioù kentañ diwar-benn Breizh, e sevenadur hag e zarempred gant an natur.
 
Evit dibab ar sonioù elektronek eez yaa Denez war-dro [[Arnaud Rebotini]], a ziskouez dezhañ e bladennoù. Al lodenn vrasañ eus ar sonioù dibabat gant Denez zo sonioù [[jungle]] peogwir e gav dezhañ ez a mat o zempo, peurliesañ 160-170 bpm, gant ar c'han breizhad<ref name=ethnotempos />.
Evit al lodenn brasañ eus ar c'hanioù eo enrollet ar c'han da gentañ, ha lakaet ar sonioù elektronek war-lec'h.
Hervez Denez Prigent eo al labour-se keñver hag hini [[Alan Stivell]] er bloavezioù 70 pa gemeske sonerezh hengounel ar vro hag ar Rock<ref>{{fr}} Alexis Bernier, [http://www.liberation.fr/culture/0101236164-un-breton-dans-la-jungle-denez-prigent-mele-biniou-et-breakbeat-un-album-etonnant-denez-prigent-album-me-zalc-h-ennon-ur-fulenn-aour-rosebud-barclay Un breton dans la jungle. Denez Prigent mêle biniou et breakbeat : un album étonnant. Denez Prigent, Album: «Me'Zalc'h Ennon Ur Fulenn Aour», Rosebud/Barclay]</ref> :
Linenn 67:
</blockquote>
 
N'eo ket an holl o doa karet ar bladenn gentañ a-du gant ar sonioù elektronek en eil bladenn, met hervez Denez Prigent eo an dalc'h chom fidel d'an tu diventad ar c'han breizhad<ref name=ethnotempos />. En ur ganañ ur gwerz e rank ar c'haner dreist-holl treuzkas puilhentez ar c'han, hag evit-se chom hep heuliañ ur mentad, met er c'hontrol, paouez p'eo poent ober. Hervez Denez Prigent eez yaa ur gwerz mentadet d'ur « ganaouenn », met naturel eo ur sonerezh elektronek gant ur gwerz kanet evel ma rank bezañ kanet.
Pouezus eo dezhañ ivez distagadur hengounel ar brezhoneg, gant an [[dibril]]<ref name=charrues />, un r ruliet ne vez implijet nemet e brezhoneg kanet.
Pouezus eo ivez dezhañ chom fidel da reolennoù hengounel ar gwerz, gant komzoù hir-tre alies ha ne vez enrollet nemet un tamm anezho, ha d'e demoù diamzer. Abalamour da se n'e c'hell ket mont ar gwerz, kanet abaoe ar Vvet kanvet, e-maez a c'hiz.