Etrevroadel saviadelour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Etrevroadel saviadelour''' ([[galleg]] : ''''Internationale situationniste''' pe c'hoazh '''IS''') a oa ul luskad reveulzier hag a lakae da bal distruj kevredigezh an arvestiñ. A-fet politikerezh e oa un heuliad eus mennozhioù [[Karl Marx]], re [[Anton Pannekoek]], re [[Rosa Luxemburg]], hag ivez mennozhioù diazez komunouriezh ar c'huzulioù ha re ar strollad anvet [[Socialisme ou barbarie]] ([[Claude Lefort]], [[Cornelius Castoriadis]] en o zouez) er bloavezhioù 1950. Ouzhpenn an dachenn bolitikel e felle d'al luskad mont war dachenn an arzoù. Ar pal a oa kas pelloc'h ar mennozhioù bet diwanet a-drugarez da luskadoù evel [[dada]], luskad al lizherennourien hag an [[dreistgwirvoudelezh]].
Aozet e voe ez-ofisiel e [[1957]] e-pad prezegenn [[Cosio di Arroscia|Gosio di Arroscia]], hag en aozadur e kaver izili meur a aozadur all :
*Internationale lettriste,
*[[Mouvement international pour un Bauhaus imaginiste]],
*[[Comité psychogéographique de Londres]]
* hag ur strollad livourien italian.
Testenn diazezziazez ar strollad a voe skrivet e [[1957]] gant [[Guy Debord]], anvet e voe ''Rapport sur la construction de situations...''. Enni e kinnige Debord "cheñch ar bed" ha mont dreist d'an holl luskadoù arzoù en ur cheñch, e forzh pe zoare, ar vuhez pemdez. Ma oa bet divizet mont war dachenn an arzoù, e kemmas buan an aozadur hag ez eas da vat dachenn ar politikerezh (gwelout levr Debord : [[La Société du spectacle]]). Un disparti a voe neuze e [[1962]] : diouzh un tu an arzourien, diouzh an tu all, ar bolitikourien. Goude-se e voe skarzhet an arzourien diouzh an aoadur ganr ar bolitikourien.
== Ar gelaouenn ==