Diforc'hioù etre adstummoù "Eil Triumvirelezh"

amzerioù ar verboù
(amzerioù ar verboù)
[[Skeudenn:Antony with Octavian aureus.jpg|thumbnail|right|Pezh aour roman eus ar bloaz 41 (kent JK) o skeudenniñ Mark Anton (a-gleiz) hag Oktav (a-zehou), an danvez impalaer Augustus, hag o lidañ an eil triumvirelezh etrezo ha Lepid (Lepidus)]]
Goude drouklazh [[Caesar]] da [[Idoù Meurzh]] (a oa d'ar [[15 a viz Meurzh]] [[-44|44 kent JK]]) ec'h adkrogas ar brezel diabarzh e [[Roma]].<br />
An '''eil triumvirelezh''' (gwelout anar pennad d[[Triumvirelezh kentañ]]) a zo un emglev politikel etre [[Marcus Antonius]] (Mark Anton), [[konsul]] er bloavezh [[-44]], ha letanant kozh da g-Caesar, [[Lepidus]] (Lepid), mestr kozh war varc'hegiezh Caesar, hag [[Octavius]] (Oktav), a vo an impalaer [[Augustus]], niz hag advab da g-Caius Julius Caesar.
 
== An emglev ==
Siellet eo an emglev-mañ evit 5 bloaz e [[Bologna]] e miz Du [[-43|43 kent JK]] diwar lusk Antonius ha Lepidus. An emglev a ziskouez unaniezh diskennidi bolitikel Caesar a-dal d'ar [[Sened]] roman ha d'ar republikaned, dalc'hidi muntrerien an diktatour.
 
E-kerz diviz Bologna e vezvoe rannet gouarnamant ar proviñsoù hag al lejionoù etrezo. [[Afrika]], [[Sikilia]] ha [[Sardigna]] mui 20 lejion a rastell Octavius. [[Galia]] vlevek, [[Galia Cisalpina]] hag 20 lejion a resevo Antonius. Lepidus-eñ a gemero [[Galia Narbonensis]], proviñsoù [[Iberia]] ha 3 lejion. Chom a ra [[Italia]] dirann.
 
Embannet e vez ivez gant an driumvirelourien roll o ennebourien, a zo o madoù lamet diouto, hag a c'hell bout lakaet d'ar marv hep bout barnet. Hervez skouer [[Sylla]] e reont heskinerezhioù spontus a zo [[Cicero]] o gouzañver brudetañ. Embannet e voe ur roll kentañ hag un eil da c'houde gant 300 aberzhed en holl, da lavaret eo 150 marc'heg ha 150 senadourien. Gwenn pennañ an driumvirelourien a oa ar Sened.
184 230

modifications