Gnaeus Pompeius Magnus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Hw-pompey.jpg|thumb|200px|right|Pompeius|80ko|Pompeius Meur]]
'''Gnaeus Pompeius Magnus''', Pompeius Meur pe '''Pompeius''' a oa un jeneral, politikour ha den-a-Stad roman, ganet d'an 29 a viz Gwengolo [[106 kent JK]] er [[Picenum]] (er [[Marche]] a-vremañ), en [[Italia]], ha drouklazhet d'an 29 a viz Gwengolo [[48 kent JK]] e [[Pelusium]], nepell diouzh [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] Egipt. Dimezet e oa bet pemp gwech, gant [[Julia]], merc'h [[Caius Julius Caesar|Caesar]], peurgetket.
 
O vezañ kanmeulet peogwir e tistrobas ar [[Mor Kreizdouar]] eus morlaeron [[Kilikia]] hag a-drugarez d'e ergerzh-brezel a-enep da [[Mitridates VI|Vitridates]] etre [[-67]] ha [[-63]], e skoulmas Pompeius e [[-60]] un emglev gant Caesar ha [[Crassus]], an [[Triumvirelezh kentañ|Driumvirelezh kentañ]], o lodennañ ar galloud etrezo. Divroc'het gant ar [[Sened]] e teuas da vout brasañ enebour Caesar da c'houde. E [[-49]] e strakas ar brezel-diabarzh. O klaskvezañ klasket repu en [[Egipt]] e voe lazhet eno dre urzh ar faraon [[Ptolemaios XIII]].
 
== Deroù e Red-buhez ==