Ideologiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: an, ar, arz, bat-smg, be, be-x-old, bg, bs, ca, ckb, cs, cy, da, de, diq, el, eo, es, et, fa, fi, fo, fr, fy, gl, he, hif, hr, hu, id, io, is, it, ja, jv, ka, ko, krc, ku, ky, la, lt, lv, mk, ml, ms, mt, nl, nn, no, pl, pt, ro, ru,
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Un '''ideologiezh''' a zo ur strollad mennozhioù kenaozet diwar-benn an armerzh, ar politikerezh, ar gevredigezh, hag a zo o fal mirout ar sistem a-vremañ (ideologiezhioù mirour), cheñch anezhañ (pazenn-ha-pazenn pe a-daol-trumm: ideologiezhioù adreizhañ), pe adsevel ur sistem kozh (ideologiezhioù kilstourm).
 
Alies ez eus div gevrenn en un ideologiezh : ur skeudennadur eus ar sistem, hag ur programm obererezhioù. Gant an hini gentañ e vez sellet ouzh ar bed, ouzh ar wirionez, en un doare resis, gant harp pennaennoù filozofel. Keñveriet e vez ar sell-se gant sell un ideologiezh all. Pal an eil gevrenn eo tostaat ar sistem gwir ouzh ar sistem mennet pe ijinet.
 
Un ideologiezh a zo gant a bep seurt strolladoù eus ar gevredigezh, ha ma vefe ur strollad sokial, un aozadur, ur strollad politikel, un emsav sokial, un emsav relijiel pe un emsav sevenadurel.