Aozadur ar Broioù a Ezporzh Petrol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
resisaat ar frazenn gentañ
Linenn 1:
'''Aozadur ar Broioù a Ezporzh Petrol''' (pe '''ABEP,''' (e saozneg '''Organization of the Petroleum Exporting Countries''', '''OPEC''') a zo ur c'henemglev etre an daouzek bro a ezporzh [[eoul-maen]], en o zouez [[Aljeria]], [[Angola]], [[Ecuador]], [[Iran]], [[Irak]], [[Koweit]], [[Libia]], [[Nigeria]], [[Katar]], [[Arabia Saoudat]], an [[Emirelezhioù Arab Unanet]], ha [[Venezuela]]. Penngarter<br ABEP eo bet/>

E [[Vienna]] emañ penngarter ABEP abaoe 1965, lec'heno e ma vez aozet emvodoù gant ministred an eoul-maen ar stadoù izili. Aet eo [[Indonezia]] e-maez an aozadur e 2008, p'eo deuet da enporzhiañ al lodenn vrasañ eus he eoul-maen, met disklêriet he deus ar vro e teufe en-dro pa vo un ezporzhier rik er bed adarre.
 
Hervez statudoù ABEP eo e bal pennañ divizout an doareoù da warantiñ interestoù ar c'henemglev, evit an holl hag evit pep hini. Klask a ra stabilaat prizioù an eoul-maen er marc'hadoù etrebroadel, a-benn dilamat monedoneoù noazus ha diret; kemer e kont atav interestoù ar broioù a brodu eoul-maen hag ar redi da warantiñ gounidegezh reoliek dezho; pourchas eoul-maen en un doare efedus hag ingal d'ar broioù a bren anezhañ, ha gounidegezh reizh kevala ar re a bost arc'hant e greanterezh an eoul-mae.