Galv (aozadur) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Difaz.
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ anvioù
Linenn 3:
'''Galv''', anvet ''Comité d'Action pour la Langue Bretonne'' da gentañ (CALB), a oa un aozadur-stourm evit ar brezhoneg hag a oa bet krouet e 1969 e Brest gant [[UDB]], ar [[JEB]], hag [[Ar Falz]].
 
E penn an aozadur e oa [[Fañch Broudig]], a oa e penn ar [[JEB]], ha tud eus UDB dreist-holl : [[Yves Le Berre]], [[Jean Le Dû]] (a yeas war-du ar PCF prestik goude), [[Erwan Evenou]], [[Jean-Yves Lagadeg]], [[Fañch Morvannou]], Armañs Keravel, Gaby Mer...
Awenet e oa ar strollad gant ar varksouriezh diouzh ar c'hiz goude 1968. Kinnig a rae goulenn kreskiñ kelenn ar brezhoneg er skol, en ur mare ma ne oa tost netra, met ne ginnige ket ober kalz tra d'an izili, ha ne oa ket gwall vrudet. Er memes amzer, an [[FLB]] nevez-savet a rae muioc'h a drouz. <br />
 
Daou vloaz e padas ar strollad a-raok mont da get.