Ekologiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ar ger « ekologiezh » a zeu eus an [[henc'hresianeg]] ''oikos'' (« ti », « annez ») ha ''logos'' (« skiant », « [[anaoudegezh]] ») : skiant an annez, ar metoù eo. Ijinet e voe e [[1866]] gant ar [[bevoniezh|bevoniour]] alaman [[Ernst Haeckel]], daoust ma c'hallfe bezañ bet ijinet gant [[Henry David Thoreau]] kerkent ha [[1852]]<ref name="serres"> [http://www.ctheory.net/articles.aspx?id=516 "Retour au Contrat naturel"], [[Michel Serres]] in ''Ctheory'', 11 mai [[2006]] </ref>.
 
An ekologiezh a zo termenet en un doare strizh evel studi an danvez termenet uheloc'h. Gallout a reer lakaat kemm etre daou strollad : hini ar boudoù bev ([[biokoinos]]) hag ar metoù fizikel ([[metoù]]), ar pezh a ya d'ober an [[ekoreizhiad]]. Studiañ a rra an ekologiezh ar redoù [[energiezh]] ha danvez <!-- (réseaux trophiques) --> a dro en un [[ekoreizhiad]] (ger ijinet gant [[Tansley]]). An ekologiezh zo un hollad unvan en ul lec'h resis (ur [[koad|c'hoad]], ur [[prad]], ur [[stank]]... ), ur [[metoù]] lec'hel eo.
 
Hervez an termenadur-se, ne sell ket ouzh an ekologiezh studi anadennoù hollek hor planedenn ([[efed ti-gwer]], [[digoadadur]], [[saotradur]]) ne sell ket ouzh an ekologiezh, met ouzh ar [[geodinamiezh]] diavaez, ouzh an [[hinadoniezh]], hag ouzh an [[douaroniezh]] pa vez obererezh an dud zo pennkaoz an anadenn. Dont a ra ar meskaj-se diouzh reñver implij ar ger ekologiezh hag eus e zistummadur gant an [[ekologiezh politikel]].
 
Arabat eo meskañ an ekologiezh gant ar [[biodouaroniezh]] a vez studiet enni ingaladur ar boudoù bev war an Douar diouzh skeuliadoù disheñvel, eus al live hollek d'al live lec'hel. Etre an ekologiezh hag ar biodouaroniezh e kaver un danvez anvet "ekologiezh ar maezadoù" a studier ennañ ar redoù boudoù bev en un takad fetis, al liammoù, an eskemmoù genoù etre strolladoù. Peadra zo da arguzenniñ gant implij ar ger maezadoù gant an danvez-se.