Liorzherezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: yo:Gardening
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
Un obererezh gant implij barregezh evit lakaat ar [[roll ar plant-liorzh|plant-liorzh]] da greskiñ eo al '''liorzherezh'''. Pal pennañ al liorzhour eo sevel un endro kenedus. Graet e vez gant hiniennoù dreist-holl war-dro o ziez. Ur seurt a [[gounezerezh]] hiniennel eo da gentañ holl. Ouzhpenn al liorzhoù a-dal d'an tiez e c'heller liorzhiñ war toennoùdoennoù (liorzh-toenn), [[atrium]]où, [[balkon]]où (pondalez-diavaez) ha [[patio]]où.<br/> Ouzhpenn al ''liorzherezh-ti'' e kaver al liorzherezh evit takadoù gwer, enno al [[liorzh publik|liorzhoù publik]], ar parkoù foran, al liorzhoù botanikel, ar [[park diduamant|parkoù diduamant]], ar [[zoo]]ioù tro-war-dro al [[leti]]où hag [[touristelezh|lec'hioù touristel]] all hag ivez a-hed an [[hent]]où. N'eo ket mui hiniennoù a ra war-dro, met ur skipailh liorzhourien gopret.
 
Posupl eo liorzhañ e diabarzh un ti pe ur savadur (un [[ti-gwer]] pe vuioc'h). ''Liorzherezh diabarzh'' e vez graet eus outi. Ret eo degas barregezhioù a-zoare pa lakaer plant da greskiñ en diabarzh ha staliañ sistemoù [[tommerezh]] pe sistemoù reizhañ an aer.