Herodotos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Herodotos''' (e [[henc'hresianeg]] Ἡρόδοτος, ''Hêródotos''), bet ganet war-dro [[-484|484]] pe [[-482|482]] kent J.-K. e [[Halikarnasos]] (trevadenn c'hresian a oa war damani [[Karia]]iz), zo anvet [[Bodrum]] hiziv an deiz ([[Turkia]]), marvet war-dro [[-425|425]] kent J.-K. e [[Thourioi]], a oa un [[Istor (danvez)|istorour]] [[Henc'hres|gresian]]. Lesanvet eo bet « Tad an Istor » gant [[Cicero]] (''Al Lezennoù'', I, 1), met ivez eus an atersadennoù ; ouzhpenn se e seller outañ evel unan eus ar c'hentañ [[Roll an ergerzherien|ergerzherien]]. Ar plaengomzour kentañ eo ivez a zo deuet e oberenn betek ennomp.
 
An oberenn nemeti a anavezomp diwar e zorn zo anvet ''An Enklask'', diwar an henc'hresianeg Ἱστορίαι, Historíai — da lavaret eo « enklaskoù, ergerzhadennoù », eus ἵστωρ, « an hini a oar, a anavez, pe an hini en-deus gwelet, an test (eus PIE *wid- ''gwelout'' (*widtor > histor)) ». Unan eus oberennoù hirañ an henamzer ez eo. Disklêriañ a ra ar c'hentañ pennad :
 
Ἡροδότου Ἁλικαρνησσέος ἱστορίης ἀπόδεξις ἥδε, ὡς μήτε τὰ γενόμενα ἐξ ἀνθρώπων τῷ χρόνῳ ἐξίτηλα γένηται, μήτε ἔργα μεγάλα τε καὶ θωμαστά, τὰ μὲν Ἕλλησι τὰ δὲ βαρϐάροισι ἀποδεχθέντα, ἀκλεᾶ γένηται, τά τε ἄλλα καὶ δι' ἣν αἰτίην ἐπολέμησαν ἀλλήλοισι.