Yezhoniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: pih:Linguistics
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ.
 
Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu, a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe gerc'her gant an dud.
 
Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-hen:
 
;''yezhoniezh sinkronel'' pe ''yezhoniezh diakronelziakronel'' : gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh diakronelziakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer. Hiziv an deiz, e tenn an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel a denn d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ.
 
;''yezhoniezh teorikel'' ha ''yezhoniezh pleustrek'' : ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da deskrivañzeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji -yezh. Hiziv an deiz, e tenn meur a dachenn bleustrek a denn dreist-holl da d'implij an [[urzhiataerezh]], da skwerskouer an treiñ dre [[urzhiataer]]. D'o zro, e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek a degasas ganti doareoù nevez da gompren ar [[kevreadurezh|gevreadurezh]] pe ar semantik gant un diazez [[matematik]]el resisoc'h.
 
;''yezhoniezh kenarroudel'' ha ''yezhoniezh dizalczizalc'h'':Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh ([[yezhoniezh kevredel]] pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh dizalczizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.
 
 
== Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud ==
 
Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h :
 
;''[[fonetik]]'': studi ar [[son]]ioù a vezont implijet e yezhoù ar bed ;
 
;''[[fonologiezh]]'': studi mont-en-dro sonioù ur yezh ;
 
;''[[morfologiezh]]'': studi an doare da sevel gerioù, da skwerskouer implij ar [[kenger|rakgerio]]ù, al [[kenger|lost-gerio]]ù hag ar [[ger kevrennek|gerioù kevrennek]] ;
 
;''[[kevreadurezh]]'': ('sintaks') studi ar [[frazennadur]], d.e. an doare da sevel frazennoù reizh ;
;''[[semantik]]'': studi [[ster]] ar gerioù ([[semantik gerva]]) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer ;
 
;''[[pramatik]]'' : studi implij pleustrek ar yezh gant an dud en o darempredoù
 
;''[[yezhoniezh istorel]]'' : studi al liammoù etre ar yezhoù dre dielfennañzielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer ;
 
;''[[yezhoniezh tipologel]]'': studi ar [[familhoù-yezh]] hervez ar perzhioù boutin kenetreze ;
 
;''[[stiloniezh]]'': studi [[stil]]où implij ar yezhoù