Fonadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Fonadur}}
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''fonadur''' ([[Saozneg|saoz.]]: [[:en:Phonation|''phonation'']]) war dachenn ar [[fonetik]] hag ar [[fonologiezh]] evit komz eus an doare ma vez implijet al [[larinks]] evit produiñ sonennoù a c'hell bezañ kememtkement o ferzhioù da c'houde gant an [[organ fonadur|organoù fonadur]] all.
 
Gwezhall e kredjod e oa ar fonadur kevatal da live stennadur an [[troc'h-avel]] liammet strizh ouzh [[Mouezh (yezhoniezh)|mouezhiadur]] ur [[fonenn]]. Bremañ, avat, a-drugarez d'an teknologiezhioù nevez e ouezer eo kalz luzietoc'h ar fonadur e meur a [[yezh]] komzet dre ar bed hag implijet e vez meur a elfenn fonadur all ouzhpenn an troc'h-avel evit produiñ meur a doarezoare fonadur [[fonem|fonemek]] disheñvel.
 
==Mouezhiadur==
<small>'''(Gwelit ar pennañ pennañ: "[[Mouezh (yezhoniezh)|Mouezhiadur]]")'''</small>
 
'''[[Mouezh (yezhoniezh)|Mouezhiet]]''' e vez ur son pa vez lakaet da daravat kerdenn ar vouezh gant red an aer o tont eus ar skevent. Pa vez laosk kerdenkerdenn ar vouezh ne daravont ket pa dremen an aer dreze ha '''[[Mouezh (yezhoniezh)|divouezh]]''' e vez ar son neuze.
 
Mouezhiet pe divouezh a c'hell bezañ ar [[kensonenn|c'hensonennoù]] ha tra ma c'hell bezañ divouezh ar [[vogalenn|vogalennoù]] ivez e vezont mouezhiet peurliesañ.
Linenn 20:
Etre digeriñ ha serriñ da vat ez eus ul live digeradur ma vez produet un taravadur leun anvet "'''mouezh plaen''' ([[saozneg|saoz.]] ''modal voice'') hag hennezh eo an doare fonadur kavet an aliesañ e yezhoù ar bed evit distagañ ar [[vogalenn|vogalennoù]] ha [[Heson (yezhoniezh)|kensonennoù heson]].
 
Liveoù digoradur kentetre ez euszo ivez avat hag implijeta evez vezontimplijet gant yezhoù 'zo evit produiñ doareoù fonadur all.
 
E [[goudjarateg]] da skouer e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damloask anvet '''[[mouezh sourrus]]''' hag e [[burmeg]] e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damstegn anvet '''[[mouezh wigourus]]'''.
 
Hervez reolennoù treuzskrivañ al [[LFE|lizherenneg fonetikel etrebroadel]] e vez implijet [[sinoù diakritek]] ispisial skrivet dindan bep o arouezennoù bennañ evit merkañ an doareoù fonadur-mañ: un [[''umlaut'']] evit merkañ ar vouezh sourrus hag un [[Tildenn|dildenn]] evit merkañ ar vouezh wigourus.
 
E [[rannyezh]] Jalapa ar [[Yezhoù mazatekek|mazatekeg]] e tiforc'her etre tre doare fonadur [[fonem|fonemek]] disheñvel, enebiet an eil re ouzh ar re all:
Linenn 38:
|}
 
E [[javaeg]] ne vez ket implijet ar vouezh plaen gant ar [[kensonenn dre serriñ|c'hensonenoùhensonennoù dre serriñ]] ma vez enebiet daou doarezoare fonadur all anvet [[mouezh laosk]] ha [[mouezh reut]].
 
E [[sinaeg|shanghaieg]] e kaver kensonennoù [[Mouezh laosk|laosk]] o fonadur enebiet ouzh kensonennoù [[tenuis (yezhoniezh)|tenuis]] hag ivez ouzh kensonennoù [[C'hwezhadur (yezhoniezh)|c'hwezhet]].
 
Setu ur [[kensonenn keviggevig|gensonenn keviggevig]] [[kensonenn dre serriñ|dre serriñ]] gant ar seizh doare fonadur disheñvel hervez digoradur an troc'h-avel:
 
{| class="wikitable"
Linenn 62:
 
===Fonadur hepmuiken===
Disheñvel eo emdalc'h [[fonologiezh|fonologel]] hag istorel ar [[kensonenn troc'h-avel|c'hensonennoù troc'h-avel]] diouzh hin ar c'hensonennoù all dre ma n'o deus na [[doare distagañ]] na [[lec'h distagañ]] ebet estreget stad an troc'h-avel, da lâretlavarout eo:
 
* {{IPA|[ʔ]}}: troc'h-avel serr
Linenn 71:
 
===Rezioù===
E yezhoù 'zo, ar mazatekeg en o zouez, emañ distag an tonennoù diouzh an doareoù fonadur implijet gant ar yezh-se. E meur a yezh all avat, ar [[burmeg]] en o zouez, e vez implijet doareoù fonadur a-gevret gant [[tonenn (yezhoniezh)|tonennoù]] en ur sistem unvan, da lâretlavarout eo emañ stag un donenn ouzh un doare fonadur resis evel e [[burmeg]]. Graet e vez "'''[[rez (yezhoniezh)|rezioù]]'''" ouzh ar c'hevreadoù-se enne un donenn hag un doare fonadur resis war un dro.
 
==Fonadurioù dreist d'an troc'h-avel==
N'eo ket ken pell 'zo an hini eo m'eo bet anavezet ar fed ma c'hell bezañ produet doareoù fonadur all el larinks a-bezh[http://ling.uta.edu/~jerry/best.pdf] :
# [[Kensonenn troc'h-avel|troc'h-avel]] : deskrivet a-us
# [[Mouezh c'harv]]: damc'holoet an troc'h-avel gant ar 'kerden mouezh faos' ;
# [[aritenoid|Fonadur aritenoidek]]: gwasket ar sfinkter war-raok hag d'ar c'hrec'h ;
# [[Kensonenn ankoue-gourlañchenn|ankoue-gourlañchenn]]: lakaat an teod hag an [[ankoue]] da vont war-gil betek stakañ moger ar c'hourlañchenn ;
# lakaat al larinks en e bezh da vont war uhelaat pe war izelaat;
# strishaat ar c'hourlañchenn
 
Bez' e vez implijet gant yezhoù ar bed d'an nebeutañ daou doarezoare fonadur produet dre gemmañ al larinks a-bezh:
 
* [[mouezh c'harv]]: ma vez strishaet al larinks a-bezh