Ethernet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23:
Er wikefre arveret da genurzhiañ an treuzkas eo e vez kavet an doare dedennusañ da Ethernet. N'en deus ket ur rouedad Ethernet un trevnad kreizennet oc'h aotren da bep urzhiataer da dreuzkas a bep eil gant ar fun rannet. Er c'hontrol e vez an holl urzhiataerioù kennasket o kemer perzh d'ur wikefre kenurzhiañ dasparzhet anvet [[CSMA]] (Carrier Sense Multiple Access).
 
Ar wikefre-mañ e vez dinoet oberiantiz tredan ar fun ganti da zidermenañ stad houmañ. Pa ne vez ket dreuzkas ne vez ket arhentoù tredan war ar fun. Hogen pa vez o treuzkas un irienn an ec'hoder a dreuzkas war an dro arhentoù tredan arveret da vonegañ an elfennoù daouredel. Daoust dezhe bezañ disheñvel diouzh ar gwagennoù douger arveret da dreuzkas arhentoù e vez graet evelkent "douger" anezhe. O wiriañ bezañs un douger un urzhiataer a c'hell didermenañ hag eo dieub ar fun pe get. Ma n'eus ket, e c'hell neuze ec'hodiñ an irienn anez-se e ranko gortoz pelloc'h. Anvet e vez ar galvezouriezh-se "Carrier Sense".
 
 
 
 
(Da vezañ kendalc'het...)