Ares : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: pa:ਏਰੀਸ; Kemm dister
kinnig ha yezh
Linenn 1:
[[Skeudenn:Herakles Kyknos BM B364.jpg|thumb|right|350px|[[Zeus]], en e sav etre [[Atena]] hag Ares, [[krater]] savet gant [[Nikostenes]], [[British Museum]] (B364)]]
 
'''Ares''' ([[henc'hresianeg]]: Ἄρης / Arês pe Ἄρεως / Areôs) a oa unan eus [[doue]]ed [[Hellaz]] kozh, mab da [[Zeus]] ha da [[Hera]], hag unan eus daouzek doue meur an [[Olimpos]].
Daoust ma reer anv anezhañ alies evel doue olimpian ar [[brezel]] e oa kentoc'h doue ar brezel gouez ha feuls, personeladur al lazherezh pe an doug d'ar feulster ha d'ar gwad.<ref><small>Diskouezet e vez alies evel un doue un tamm digalon kentoc'h evit ur soudard kalonek. Chom a ra ra amjestr ar skridoù diwar e benn alies, evel en enskrivadur kañv eus diwezh ar VI{{vet}} kantved da-heul : "Chomit a-sav ha gouelit dirak bez Kroisos/ a oa distrujet un deiz gant Ares e fulor, pa oa oc'h en em gannañ er c'hentañ linennoù" (Aten, NM 3851) meneget e levr Andrew Stewart, ''One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works'', Digoradur : I. "The Sources"</small></ref>. E zoare taer ha feuls, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, nag hini an dud outañ.
 
Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud [[Hellaz]], douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù.
Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav<ref><small>"Deoc'h an hini am eus ar muiañ a gaz e-touez doueed Olympos," eme [[Zeus]] dezhañ en [[Ilias]] ( 5.890); "Da viken oc'h douget d'ar stourm, d'ar brezel ha d'al lazherezh".</small></ref> Lezc'hoar speredek Ares, [[Atena]], a veze sellet outi ivez evel un doueez eus ar brezel, met tachenn Atena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an [[Traked|Draked]] [[barbared|barbarvarbar]] ha brezelekaus (''[[Ilias]]'' 13.301; [[Ovidius]], ''Ars Amatoria'', II.10;). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant [[Afrodite]].<ref><small>[[Homeros]] ''[[Odiseia]]'' VIII. 361; Diwar Ares/Meurzh ha Trakia, sellet ouzh [[Ovidius]]. ''[[Ars Amatoria]]'' Levrenn II. Lodenn XI.585, a zanevell ar memes mojenn : "o c'horfoù hualet zo, gant poan, dieubet, war o goulenn, A [[Neptun]] : Gwener a red da [[Pafos|Bafos]]: tec'hout a ra Meurzh da Drakia."; Diwar Ares/Meuzh ha Trakia, sellet ivez ouzh [[Statius]], ''Tebaid'' VII. 42; [[Herodotos]] IV. 59, 62.</small></ref>.
 
Sellout a rae ar [[Romaned]] outañ evel ouzh ur stumm eus an doue [[Meurzh (doue)|Meurzh]], doue [[Mitologiezh roman|roman]] ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh [[Atena]].).