Veda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: sa:वेदः
D Robot kemmet: no:Vedaene; Kemm dister
Linenn 1:
[[Category:Hindouegezh]]
 
Ar '''Veda''' pe ar '''Vedaoù''' (''ved'' en [[hindi]] ha ''veda'' e [[sañskriteg]]) a c'hoarvez eus ur stroll testennoù relijiel, anezho sichenn ar [[vedegezh]] hag an [[hindouegezh]].
 
Kar eo ar ger ''veda'' d'ar wrizienn [[brezhoneg|vrezhonek]] ''gouez- (gouzout)''. ''Gouezoniezh'' eo ster ar ger '''veda'''.
 
Graet e vez ''veda'' ivez eus testennoù all, da skouer : ar '''sthāpatya-veda''' ''(gouezoniezh an diazezañ)'' a zo anezhañ an tisavouriezh pe an adeiladiñ ; an '''Āyur-veda''' ''(gouezoniezh an hirhoal)'' a zo anezhañ ar medisinerezh. Met pa ne vez ket resisaet e talv ar '''Veda''' kement hag ar Ouezoniezh hec'h-unan. Ar ''śruti'' eo ar '''Veda'''-se. Dont a ra ar ger ''śruti'' eus ar wrizienn [[sañskriteg|sañskritek]] ŚRU ''(klevet)'' a zo kar d'ar brezhoneg KLEV. Hervez an hengoun vedek e vez graet ''śruti'' eus an testennoù a zo bet "klevet" gant [[richi|richied]]ed ha treuzfurmet e sonioù ganto. Lakaet e vez kemm etre ar ''śruti'' a zo bet diskuilhet d'ar richied, hag ar ''smrti'' a zo bet eztaolet gant mistri zenel.
 
Ar vedaoù a zo enno ar meulganoù, al lidoù hag ar [[mantra|mantraoù]]. Kontañ a reer 4 veda: ar '''Rg-veda''', ar '''Yajur-veda''', ar '''Sāma-veda''' hag an '''Atharva-veda'''.
 
* Ar '''Rg-veda''' ''(Gouezoniezh ar rannoù)'' eo an hini koshañ. Savet e vefe bet war-dro 1500 kent Jezuz Krist.
* Ar '''Yajur-Veda''' ''(Gouezoniezh formulennoù an aberzhioù)'' a zo bet dalc'het muioc'h eget ar re all peogwir e veze implijet er ''yajña-où'', lidoù diazez ar vedegezh.
* Ar '''Sāma-veda''' ''(Gouezoniezh ar sonioù heson)''. N'eus anezhañ nemet meulganoù (eus ar Rg-veda peurvuiañ) bet azasaet evit bezañ kanet.
 
An tri veda kentañ a vez graet anezho ''trayī vidyā'': "ar ouezoniezh tripl".
 
* An '''Atharva-veda''' ''(Gouezoniezh Atharvan)'' a zo izeloc'h e live. E-kichen ar meulganoù amprestet digant an tri all ez eus ennañ meulganoù hud dreistholl: strobinelloù karantez pe evit diwall diouzh enebourien a bep seurt.
 
[[CategoryRummad:Hindouegezh]]
 
[[bg:Веди]]
Linenn 52:
[[nl:Veda's]]
[[nn:Veda]]
[[no:Veda-samlingeneVedaene]]
[[pl:Wedy]]
[[pt:Vedas]]