Mouladurioù Hor Yezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Labour zo}}
 
[[Mouladurioù Hor Yezh]] a zo un [[ti-embann]] a laka da vezañ moulet nemet levrioù brezhonek pe gazi. Krouet eoe betvoe e 1980 diwar atiz [[Pêr Denez]] gant skipailh ar gelaouenn yezhoniel [[Hor Yezh]] a oa bet bet krouet e 1954. Darn eus al labour pleustrek a zo bet graet gant [[Yann Desbordes|Yann]] ha [[Tereza Desbordes]] hag e [[Lesneven]] emañ staliet an ti-embann ez-ofisiel. Koulskoude e vez moulet un nebeud levrioù dindan anv Hor Yezh hag a zo dezhi un [[reolniverenn al levrioù|reolniverenn embanner]] ispisial.<br>
An darn vrasañ eus ar 150 bennak a levrioù embannet a zo levrioù [[lennegezh]] : [[romant]]où, [[danevell]]où, [[barzhoneg]]où (e-barzh ar gelaouenn [[Skrid (kelaouenn)|Skrid]] deuet da vezañ un [[dastumadeg]] diabarzh), un nebeut [[buhezskrid]]où, 1 [[levr-deskiñ|levr da zeskiñ]] brezhoneg ha 3tri [[geriadur yezh]] godell.
 
E mareoù kent an ti-embann e veze liesskrivet al levrioù war ur mekanik-skrivañ elektronik . Tamm ha tamm eo bet gwellaet neuz al levrioù a-drugarez d'ar [[yalc'had]]où publik.
 
Ur pouez bras en deus obererezh Mouladurioù Hor Yezh p'o deus embannet hag adembannet koulz [[lennegezh vrezhonek]] [[Gwalarn]] hag an hini a zo bet embannet goude ar [[bloavezh]]ioù 1960. Klasket o deus embann troidigezhioù diwar al lennegezh e yezhoù estren, ([[barzhoniezh gresianek modern]] ha [[lennegezh sinaek]]).