Andoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:Andes Soaⁿ-me̍h
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Dre m'eo uhel-mat an Andoù, ha dre m'en em astenn an aradennad venezioù etre daou benn ar c'hevandir, e vez diseurt-kenañ an [[hin]] hag ar [[plant]] eus an eil rannvro d'eben. E-touez al [[loened]] a gaver en Andoù ha na gaver ket e lec'h all e c'haller menegiñ ar [[Kondor an Andoù|c'hondor]], ar [[puma]], al [[Lama (bronneg)|lama]].
 
E lodenn greiz an Andou e oa diazezet an [[Impalaeriezh Inka]] er {{XVvet kantved}}, pa erruas ar [[konkistador|gonkistadored]] spagnol. Gwelout a reer c'hoazh kalz a savadurioù eus an amzer-se hag a roudoù eus o sevenadur. An [[Amerindianed]], annezidi gentañ Amerika, o deus dalc'het o c'hrog war o bro kalz muioc'h en Andoù eget e lec'h er c'hevandir. E Perou da skouer ez eo Amerindianed ar braz eus an annezidi. Ouzhpenn ar spagnoleg e vez komzet yezhoù indianek, [[Ketchwaeg|quechua]] hag [[Aymareg|aymara]] dreist-holl. Gounezet e vez [[butun]], [[kafe]], [[koton]]... hag an [[aval-douar|avaloù-douar]], kavet en Andoù gant tud Europa, a vez debret kalz gant an dud.
 
[[Skeudenn:Aconcagua - Argentina - January 2005 - by Sergio Schmiegelow.jpg|thumb|right|200px|Ar menez [[Aconcagua]] en Arc'hantina.]]