Manav : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 77:
 
== Istor ==
Gant [[Kelted]] e oa poblet Enez Vanav en [[Henamzer]]. Lodek e oa e sevenadur ar [[Gouezeleg|Ouezeled]] en em astenne betek an [[VIIIvet kantved]] eus su [[Iwerzhon]] betek norzh [[Bro-Skos]]. Tamm-ha-tamm en em stalias [[Vikinged]] er broioù-se etre [[700]] ha [[900]]. Dont a reas an enezenn da vezañ ur rouantelezh viking en [[IXvet kantved]]. ''[[Rouantelezh Manav hag an Inizi|Rouantelezh viking Manav hag an Inizi]]'' a voe savet gant [[Godred Crovan]], pe ''Gorree'', e [[1079]]. E-pad ur pennad en em astennas ar rouantelezh-se betek lec’hioù zo war aod reter Iwerzhon. Chom a reas Enez Vanav e dalc’h rouaned [[Norvegia]], evel an inizi [[Hebridez]]. betek an [[XIIIvet kantved]]. Da neuze e voe roet gant ar roue [[Magnus VI]] da roue [[Skos]], e [[1266]]. Tremen a reas Enez Vanav dindan dalc’h [[Bro-Saoz]] er [[XIVvet kantved]]. Daoust da emsavadegoù evel hini [[Illiam Dhone]] er [[XVIIvet kantved]], an enez a zeuas da vezañ stag da vat ouzh [[Rouantelezh Breizh-Veur]] e [[1765]], pa zeuas ar roue saoz da vezañ ''Aotrou Manav''. Al lesanv noblañs-se zo chomet gant ar rouaned a zo bet abaoe hahag hiziv c’hoazh ez eo an titl a roer d’ar rouanez [[Elizabeth II a’r Rouantelezh Unanet|Elizabeth II]].
 
===An Tinvaal===
Linenn 83:
 
==Yezh==
Ur sevenadur gouezelek a oa da gentañ gant Manav, levezonet kalzik gant sevenadur ar Vikinged. Ur yezh eus skourr ar [[yezhoù gouezelek]] eo ar [[manaveg]] (''Gaelg''), tost a-walc’h da [[gouezeleg Skos|ouezeleg Skos]] ha d’an [[iwerzhoneg]]. Ur wech staget an enez ouzh [[Bro-Saoz]] eo bet kemeret plas ar manaveg gant ar [[saozneg]], evel yezh pennañ ar gevredigezh. En [[XXvet kantved]] ne chome ket kalz a vanavegerien a-vihanik ken ha mervel a reas an hini diwezhañ, [[Ned Maddrell]], e [[1974]]. Met abaoe an XXvet kantved ez eus un doare adsav, gant tud a zesk manaveg evel eil yezh, ha bremañ ez eus adarre bugale zo desavet er yezh-se. Hervez an niveradeg diwezhañ e vije 27 manaveger a-vihanik ha 650 den all hag a gomz ar yezh.
 
Embannet e vez lezennoù an Tinvaal en div yezh, saozneg ha manaveg. Abaoe ar bloavezhioù 1990 eo kresket an niver a skolioù a gelenn ar manaveg evel eil yezh ha war-dro 30% eus ar vugale a zeskfe ar yezh er skol. [[Yn Çheshaght Ghailckagh]] eo anv an hini vrasañ eus ar c’hevredigezhioù a zifenn ar manaveg, oc’h embann levrioù hag oc’h aozañ kentelioù evit an oadourien. Un aozadur damofisiel zo bet savet gant gouarnamant Manav evit broudañ ar yezh, [[Coonceil ny Gaelgey]] ; gantañ e vez troet al lezennoù e manaveg.
Linenn 92:
[[Skeudenn:Man, Isle of-CIA WFB MapBZH.png|thumb|right|200px|Enez Vanav]]
 
Niverus eo ar stêrioù (Awin ghlas, Awin Dhoo, Awin Neb, Awin Stondane…Stondane …). Meur a borzh zo a-hed an aod. Ha meur a enezenn vihan zo ivez en-dro da Enez Vanav : war unan anezho, ''Yn Cholloo'' (Calf of Man), ez eus tud o chom. N’eus nemet en hanternoz, eus tu Skos, eo plaen a-walc’h an douaroù, e-kichen ar beg-douar anvet ''Kione ny hAarey'' (Point of Ayre).
 
== Armerzh ==
Linenn 98:
Gwechall e veve an enezidi diwar al [[gounezerezh|labour-douar]] hag ar [[peskerezh]]. Hiziv c’hoazh ez eo brazik a-walc’h pouez ar [[gennad kentañ]] en enez, met evit magañ an enezidi eo nemetken. Diwar an [[touristerezh]] hag ar [[bankerezh]] e vev Enez Vanav bremañ. Gant he saviad politikel, koulz er [[Rouantelezh-Unanet]] hag en [[Unaniezh Europa]], eo deuet an enez da vezañ ur meni [[paradoz kemedel]], gant e-leizh a gompagnunezhioù eus Europa o tont d’en em staliañ eno. Gant se e kresk buan prizioù an tiez hag an douar, diwar-goust an dud genidik eus an enez.
 
UnO chom er gêr-benn emañ un drederenn eus poblañs an enezenn zo o chom er gêr-benn, [[Douglas (Manav)|Douglas]] ([[Doolish]]).
 
== Gouarnamant ==
 
Stag ouzh Kurunenn Breizh-Veur eo an enez, met ur reizhiad politikel dezhi he deus. Ar [[Rouantelezh-Unanet]] zo e karg eus difenn an enez hag an darempredoù etrebroadel. Evit kement tra a denn d’ar vuhez diabarzh emañ ar galloud gant parlamant an enez. Dileuriet eo rouanez (pe roue) ar Rouantelezh-Unanet gant ul '''Letanant gouarnour''', hag a zo degemeret gant ar parlamant, an [[Tinvaal]] (''Tynwald''). Gant ''Lez Uhel Torgenn Tinvaal'' (High Court of Tynwald Hill/''Ard-whaiyl Tinvaal'') emañ ar galloud lezennel. Enni ez eus div gambr : an House of Keys/''Chiare as Feed'', gant 24 ezel dilennet gant mouezhiadeg an holl, hag al Legislative Council/''Yn Choonceil Slattyssagh'', ennañ unnek ezel dilennet e-touez ar re gentañ.
 
He moneiz dezhi he deus an enez : al '''Lur Manavat''', zo par he zalvoudegezh da hini al [[lur sterling]].0
[[Image:ManxCarRegistrationPlate.jpg|thumb|left|Plakenn varilh Enez Vanav]]
 
===Politikerezh===
[[Skeudenn:InterceltiqueSet.jpg|thumb|left|250px|Timbroù Manav. Bannieloù ar broioù keltkeltek o deus degaset arc'hant da stad Manav.]]
Daoust ma’z eus strolladoù politikel n’intn'int ket gwall greñv ha tud dilennet war o anv eo an darn vrasañ eus izili ar parlamant.
 
Ur strollad politikel, [[Mec Vannin]], a c’houlenn e teufe an enez da vezañ ur [[republik]] dezhi ur riegezh vroadel leun. Ur Strollad al Labour zo ivez, distag diouzh [[Strollad al Labour (Breizh-Veur)|Strollad Labour Breizh-Veur]]. D’ur poent zo bet e oa ivez ur Strollad Broadel Manavat hag ur Strollad Komunour Manavat. Ar c’haozioù politikel pouezusañ a denn d’ar plas zo gant gennad an arc’hant hag ar bankoù war an enez, da briz an douaroù hag an tiez ha d’ar [[manaveg]]. An darn vrasañ eus izili House of Keys/''Chiare as Feed'' n’int ezel eus strollad ebet (votadeg 2006), unan anezho zo ezel eus [[Strollad al Labour Manav]] ha daou zo izili eus an ''Alliance for Progressive Government'', ha daou all eus ur strollad nevez anvet [[Liberal Vannin Party]].