Manav : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Patrom:Infobox bro
|anv ofisiel = ''Ellan Vannin''<br/>
|anv boutin bzg = Manav
|anv klok bzg = Enez ManavVanav
|skeudenn banniel = Flag of the Isle of Man.svg
|skeudenn skoed-ardamez =
Linenn 74:
'''Manav''' ('''''Mannin''''' e [[manaveg]]), pe '''Enez Vanav''', zo un enezenn e [[Mor Iwerzhon]], etre [[Breizh-Veur]] hag [[Iwerzhon]]. Stag eo ouzh kurunenn ar [[Rouantelezh Unanet]] (''British Crown Dependency'').
 
Ar [[manaveg]] eo yezh orin ar vro, met ar [[saozneg]] eo ar yezh komzet pennañ eno.
 
== Istor ==
Linenn 83:
 
==Yezh==
Ur sevenadur gouezelek a oa da gentañ gant Manav, levezonet kalzik gant sevenadur ar Vikinged. Ur yezh eus skourr ar [[yezhoù gouezelek]] eo ar [[manaveg]] (''Gaelg''), tost a-walc’h da [[gouezeleg Skos|ouezeleg Skos]] ha d’an [[iwerzhoneg]]. Ur wech staget an enez ouzh [[Bro-Saoz]] eo bet kemeret plas ar manaveg gant ar [[saozneg]], evel yezh pennañ ar gevredigezh. En [[XXvet kantved]] ne chome ket kalz a vanavegerien a-vihanik ken ha mervel a reas an hini diwezhañ, [[Ned Maddrell]], e [[1974]]. Met abaoe an {{XXvet}} kantved ez eus un doare adsav, gant tud a zesk manaveg evelda eil yezh, ha bremañ ez eus adarre bugale desavet er yezh-se. Hervez an niveradeg diwezhañ e vije 27 manaveger a-vihanik ha 650 den all hag a gomz ar yezh.
 
Embannet e vez lezennoù an Tinvaal en div yezh, saozneg ha manaveg. Abaoe ar bloavezhioù 1990 eo kresket an niver a skolioù a gelenn ar manaveg evel eil yezh ha war-dro 30% eus ar vugale a zeskfe ar yezh er skol. [[Yn Çheshaght Ghailckagh]] eo anv an hini vrasañ eus ar c’hevredigezhioù a zifenn ar manaveg, oc’h embann levrioù hag oc’h aozañ kentelioù evit an oadourien. Un aozadur damofisiel zo bet savet gant gouarnamant Manav evit broudañ ar yezh, [[Coonceil ny Gaelgey]] ; gantañ e vez troet al lezennoù e manaveg.
Linenn 96:
== Armerzh ==
 
Gwechall e veve an enezidi diwar al [[gounezerezh|labour-douar]] hag ar [[peskerezh]]. Hiziv c’hoazh ez eo brazik a-walc’h pouez ar [[gennad kentañ]] en enez, met evit magañ an enezidi eo nemetken. Diwar an [[touristerezh]] hag ar [[bankerezh]] e vev Enez Vanav bremañ. Gant he saviad politikel, koulz er [[Rouantelezh-Unanet]] hag en [[Unaniezh Europa]], eo deuet an enez da vezañ ur meni [[paradoz kemedel]], gant e-leizh a gompagnunezhioù eus Europa oa tontzeu d’en em staliañ eno. Gant se e kresk buan prizioù an tiez hag an douar, diwar-goust an dud genidik eus an enez.
 
O chom er gêr-benn emañ unUn drederenn eus poblañs an enezennenez a zo, o chom er gêr-benn [[Douglas (Manav)|Douglas]] ([[Doolish]]).
 
== Gouarnamant ==
 
Stag ouzh Kurunenn Breizh-Veur eo an enez, met ur reizhiad politikel dezhi hec'h-unan he deus. Ar [[Rouantelezh-Unanet]] zo e karg eus difenn an enez hag an darempredoù etrebroadel. Evit kement tra a denn d’ar vuhez diabarzh emañ ar galloud gant parlamant an enez. Dileuriet eo rouanez (pe roue) ar Rouantelezh-Unanet gant ul '''Letanant gouarnour''' hag a zo degemeret gant ar parlamant, an [[Tinvaal]] (''Tynwald''). Gant ''Lez Uhel Torgenn Tinvaal'' (High Court of Tynwald Hill/''Ard-whaiyl Tinvaal'') emañ ar galloud lezennel. Enni ez eus div gambr : an House of Keys/''Chiare as Feed'', gant 24 ezel dilennet gant mouezhiadeg an holl, hag al Legislative Council/''Yn Choonceil Slattyssagh'', ennañ unnek ezel dilennet e-touez ar re gentañ.
 
He moneiz dezhi he deus an enez : al '''Lur Manavat''', zo par he zalvoudegezh da hini al [[lur sterling]].0
[[Image:ManxCarRegistrationPlate.jpg|thumb|left|Plakenn varilh Enez Vanav]]