Goteg Krimea : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
 
 
Goteg Krimea a oa ur [[yezhoù germanek|yezh c’hermanek]] a veze komzet e kreisteiz [[Krimea]], moarvat war-dro [[Mangup]], betek an [[XVIII{{vet}} kantved]].
 
Anavezet eo dre ul lizher gant [[Ogier de Busbeq]], ur c'hannad eus [[Flandrez]] a weladennas ar rannvro e-pad ar [[XVI{{vet}} kantved]]. Ennañ e kaver pevar-ugent ger hag un nebeud frazennoù berr.
 
Gresian e oa kelaouer Busbeq ha n'eur ket sur penaos e veze distaget ar gerioù a ro deomp, met un darn anezho a seblant bezañ gotek. Da skouer e ''ada'' (vi) ar [jj] germanek a oa bet kreñvaet e [d], ur fiñvadenn na vez kavet nemet e yezhoù germanek ar reter.