Manav : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 104:
Stag ouzh Kurunenn Breizh-Veur eo an enez, met ur reizhiad politikel dezhi hec'h-unan he deus. Ar [[Rouantelezh-Unanet]] zo e karg eus difenn an enez hag an darempredoù etrebroadel. Evit kement tra a denn d’ar vuhez diabarzh emañ ar galloud gant parlamant an enez. Dileuriet eo rouanez (pe roue) ar Rouantelezh-Unanet gant ul '''Letanant gouarnour''' hag a zo degemeret gant ar parlamant, an [[Tinvaal]] (''Tynwald''). Gant ''Lez Uhel Torgenn Tinvaal'' (High Court of Tynwald Hill/''Ard-whaiyl Tinvaal'') emañ ar galloud lezennel. Enni ez eus div gambr : an House of Keys/''Chiare as Feed'', gant 24 ezel dilennet gant mouezhiadeg an holl, hag al Legislative Council/''Yn Choonceil Slattyssagh'', ennañ unnek ezel dilennet e-touez ar re gentañ.
 
He moneiz dezhi he deus an enez : al '''Lur Manavat''', a zo par he zalvoudegezh da hini al [[lur sterling]].
[[Image:ManxCarRegistrationPlate.jpg|thumb|left|Plakenn varilh Enez Vanav]]
 
Linenn 111:
Daoust ma’z eus strolladoù politikel n'int ket gwall greñv ha tud dilennet war o anv eo an darn vrasañ eus izili ar parlamant.
 
Ur strollad politikel, [[Mec Vannin]], a c’houlenn e teufe an enez da vezañ ur [[republik]] dezhi ur riegezh vroadel leun. Ur Strollad al Labour zo ivez, distag diouzh [[Strollad al Labour (Breizh-Veur)|Strollad Labour Breizh-Veur]]. D’ur poent zo bet e oa ivez ur Strollad Broadel Manavat hag ur Strollad Komunour Manavat. Ar c’haozioù politikel pouezusañ a denn d’ar plas zo gant gennad an arc’hant hag ar bankoù war an enez, da briz an douaroù hag an tiez ha d’ar [[manaveg]]. An darn vrasañ eus izili House of Keys/''Chiare as Feed'' n’int ezel eus strollad ebet (votadeg 2006), unan anezho zo ezel eus [[Strollad al Labour Manav]] ha daou zo izili eus an ''Alliance for Progressive Government'', ha daou all eus ur strollad nevez anvet [[Liberal Vannin Party]].
 
== Levrlennadur ==