Skiant : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
 
Ar Skiant (eus al [[latin]] ''scientia'', "anaoudegezh") zo ur reizhiad da zastum anaoudegezh zo diazezet war an hentenn skiantel. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezh gounezet dre an enklask-se.<ref>[http://dictionary.reference.com/search?q=science "science" termenet gant geriadurioù disheñvel e "reference.com"]</ref><ref>Popper, 1959, p 3</ref>. Ar skiant evel ma'zma’z eo termenet amañ zo anvet a-wezhioù skiant glann evit lakaat kemm gant ar skiantoù pleustrek, a implij an imbourc’h skiantel da vastañ ouzh ezhommoù an dud.
An tachennoù skiant a vez rannet etre daou strollad pennañ peurliesañ :
 
Linenn 12:
* [[skiantoù sokial]], a studi emzalc’h Mab-Den hag ar c’hevredigezhioù savet gantañ.
 
Ar strolladoù-se a vod skiantoù arnodel, ar pezh a dalvez e rank an anaoudegezh a zastumont bezañ diazezet war anadennoù a c’haller evezhiañ hag a c’hell bezañ amprouet gant skiantourien all a labour ener hevelepmemes doare.<ref>Popper, 1959, p 20</ref>.
 
 
Ar jedoniezh, a vez lakaet a-wezhioù en un trede strollad skiantoù anvet [[skiantoù furmel]], enhe deus war un dro heñvelidigezhioù ha disheñvelidigezhioù gant skiantoù ar vuhez hag ar skiantoù sokial<ref>Popper, 1959, p 3</ref>. Heñvel int ouzh ar skiantoù arnodel abalamour ma renont ar studi diuntuek, urzhiek ha damantus eus un dachenn anaoudegezh ; disheñvel int abalamour d’an hentenn a dalvez da wiriañ an anaoudegezhioù hag a implij an a priori kentoc’h evit taolioù arnod<ref>Popper 1959, pp. 10–11</ref>. Ar skiant furmel, a gaver enni ivez ar [[stadegoù]] hag ar [[poelloniezh|boelloniezh]], zo diziouerus d’ar skiantoù arnodel. An araokadennoù bras er skiantoù furmel o deus degaset alies araokadennoù bras er fizik hag e skiantoù ar vuhez. N’haller ket dioueriñ ar skiantoù furmel da sevel martezeadoù, damkaniezhioù, ha lezennoù <ref>Popper, 1959, pp 79–82</ref>, war un dro evit dizoleiñ hag evit deskrivañ penaos ez a an traoù en-dro (skiantoù ar vuhez) ha penaos e soñj hag en em zalc’h an dud (skiantoù sokial).