Gouezeleg Skos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: fr:Gaélique écossais
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
'''Gouezeleg Skos''' (e gouezeleg ''Gàidhlig'', kodoù ISO 639-2: ''gla'', ISO 639-1:''gd'') zo unan eus ar [[yezhoù gouezelek]], ur [[yezhoù keltiek|yezh keltiek]] a gomzer e [[Bro-Skos]]. Kar a-dost eo d’an [[iwerzhoneg]].
 
War-dro 60 000 den a ra gantañ e Bro-Skos. ''Gàidhealtachd'' eo an anv a roer d’an takad ma’z eus bet dalc’het d’ober gantañ evel yezh pemdeziek gant an darn vrasañ eus an dud a-hed an istor, da lavaretlavarout eo en Inizi ar C’hornogC’hornôg (''Na h-Eileanan an Iar'') hag en ul lodenn vat eus an [[Uheldirioù]], an tamm eus an douar-bras zo e kornogkornôg hag en hanternoz Skos.
 
Arabat kemmeskañ ''gouezeleg Skos'' gant ''gouezeleg Iwerzhon'' (an [[iwerzhoneg]]) na gant ar '' [[skoteg]]'' (''Scots''), ur yezh deveret hennezh eus an doare saozneg krenn a gomzed en [[Izeldirioù]] Skos.
 
== Istor ar yezh ==
Ne ouzer ket mat abaoe pegeit amzer e vez komzet ar gouezeleg e Skos : marteze e veze kaozeet war aod ar c’hornogc’hornôg en amzer ar Romaned. Gant savidigezh rouantelezh [[Dalriada]] er pevare kantved, en daou du d’ar mor, en hanternoz Iwerzhon hag e kornôg Skos, e voe kreñvaet ar yezh. Gounit tachenn a reas ivez, o kemer harp war prezegennerien an iliz katolik. Ur mare zo bet, e dibenn ar grennamzer, ma veze komzet en darn vrasañ eus Skos. Betek ar c’hwezekvet kantved eo chomet unvan a-walc’h ar gouezeleg komzet e Skos hag en Iwerzhon. Abaoe ar mare-se eo kroget an daou zoare gouezeleg da bellaat an eil diouzh egile hag eo deuet anat ar c’hemm etrezo er yezh skrivet (lenn pelloc’h).
Ur sevenadur pinvidik, koulz dre gomz ha dre skrid, zo gant ar gouezeleg, dre m’eoma betvoe yezh an noblañsoù hag o barzhed en [[Uheldirioù]]. Goude stadigidezh Skos ouzh Bro-Saoz, dreist-holl, e voe argaset ar gouezeleg ha doareoù-bevañ tud an Uheldirioù.
Daoust ma n’eus nemet un niver bihan a Skosiz oc’h ober gant ar gouezeleg ez eus ur plas bras a-walc’h gant ar yezh-se e sevenadur ar vro, hag evit kalz tud, pe e ouifent ar yezh pe ne rafent ket, ez eo ''yezh ar vro''. Evit lod all avat n’eo nemet ur yezh rannvroel, hini an Uheldirioù hag an inizi.
 
Linenn 34:
[[Skeudenn:ScotlandGaelic2001.gif|thumb|250px|right|An dregantad a ouezelegerien e Bro-Skos, hervez niveridigezh 2001]]
Goude bezañ argaset e-pad kantvedoù, eo deuet ar gouezeleg a-benn da c’hounit un tamm statud ofisiel hiziv an deiz.
Kelennet e vez ar yezh er skolioù er ''Gàidhealtachd'', dreist-holl en inizi ; implijet e vez gant kuzul Inizi ar C’hornôg. Gant ar BBC ez eus ur savlec’h hollouezelek, ''Radio nan Gaidheal'', a skign bemdez abadennoù e gouezeleg. Abadennoù skinwel a gaver war meurveur a chadenn (BBC-Scotland, Grampian Television), hag emeur o studiañ penaos e vefe tu da grouiñ ur chadenn a vije gouestlet d’ar gouezeleg, heñvel ouzh [[S4C]] e Kembre.
Ar gouezeleg n’en deus ket kement a anaoudegezh digant gouarnamant ar [[Rouantelezh Unanet]] ha m’en deus ar [[kembraeg|c’hembraeg]]. Met abaoe adsavidigezh [[Parlamant Skos]], en deus gounezet un tamm statud er vro. E miz [[Ebrel]] [[2005]] e oa bet votet gant ar Parlamant ul lezenn evit ar gouezeleg e Skos. Gant al lezenn-se e oa bet disklerietdisklêriet ez eo ofisiel ar gouezeleg e Skos hag e oa bet krouet [[Bòrd na Gàidhlig]], un aozadur a zo e labour sevel ur steuñv diorren evit ar gouezeleg.
Gant 58 552 a dud e veze komzet gouezeleg da vare an niveridigezh diwezhañ ([[2001]]), tra ma oa diouiziek anezhañ ar braz eus an dud e Skos (5 003 459 anezho). Estreget er rannvroioù ma vez graet gantañ a-gozh gant an darn vrasañ eus an dud (''Gàidhealtachd''), ar gouezeleg a vez kaozeet ivez e kêrioù bras Skos, dreist-holl e [[Glasc’ho]].
[[Skeudenn:panelloù.jpg|thumb|240px|right|Panelloù-hent divyezhek, en Uheldirioù.]]
E [[Skos Nevez]], e reter Kanada, e kaver gouezelegerien ivez, un nebeud kantadoù anezho ha tud kozh peurvuiañ. Bez’Bez' ez int diskennidi eus Skosiz aet gwechall d’ald'al lodenn-se eus Kanada da vevañ.
 
== Diforc’hioù etre gouezeleg Skos hag an iwerzhoneg ==
Linenn 44:
* E gouezeleg Skos : ''Ciamar a tha thu?''
* En iwerzhoneg an hanternoz ([[Ulaidh]]) : ''Cad e mar a tá tú?''
* En iwerzhoneg ar c’hornogc’hornôg ([[Connachta]]) : ''Cén chaoi bhfuil tú?''
* En iwerzhoneg ar mervent ([[An Mhumhain]]) : ''Conas atá tú?''
 
Diforc’hioù zo etre an div yezh skrivet, dreist-holl abaoe m’eoma betvoe eeunaet an doare-skrivañ iwerzhonek. An tired anvet ''fada'' a lakaer war ar vogalennoù da verkañ o hirder zo un tired lemm en Iwerzhon hag un tired boud e Skos : ar ger a dalvez "degemer mat" a skriver ''fàilte'' e Skos ha ''fáilte'' en Iwerzhon.
 
== Levrlennadur ==