Iliz anglikan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
 
Krouet oa bet an Iliz anglikan gant "Skrid Dreistbeli" (''Act of Supremacy'') embannet gant roue [[Bro-Saoz]] [[Herri VIII]] e 1534, da heul nac'hadenn ar [[pab]] [[Klemañs VII (pab)|Klemañs]] da derriñ e briedelezh gant [[Katell Aragon]], oc'h embann disrann Iliz Bro-Saoz diouzh an [[Iliz katolik|Iliz katolik roman]]. Da vare ren [[Herri VIII]] ne voe difocdiforc'h ebet a-fet aozadur ha kelennadurezh gant an [[Iliz katolik|Iliz katolik roman]]. An urzhaz (eskoptioù, parrezioù...) katolik a zeuas da vezañ re an Iliz anglikan.
 
E-pad ren warlecwarlerc'hiad [[Herri VIII]], [[Edouarzh VI (Bro-Saoz)|Edouarzh VI]] (1547-1553) e krogas an Iliz anglikan d'en em ziforc'hañ diouzh an [[Iliz katolik|Iliz katolik roman]] a-fet kelennadurezh.
 
E-pad ren [[Mari I Tudur (Bro-Saoz)|Mari I Tudur]] (1553-1558) ez adtagasadstagas Iliz Bro-Saoz ouzh an [[Iliz katolik|Iliz katolik roman]].
 
Disrannet e voe adarre, da vat er wezh-mañ, an Iliz anglikan diouzh an [[Iliz katolik|Iliz katolik roman]] gant ren [[Elesbed Iañ (Bro-Saoz)|Elesbed Iañ]] (1558-1603).
 
E-pad diktatouriezh [[Oliver Cromwell]] (1649-1658) ha dreistbeli an [[Ilizioù digemplegour e Bro-Saoz|digemplegourion]] [[Puritanouriezh (Bro-Saoz)|puritan]] e voe freuzet an urzhaz anglikan, adsavet gant AssavidigezhAdsavidigezh an Unpenniezh ha [[Charlez II (Bro-Saoz)|Charlez II]] e 1660 avat.
 
Gant [[Skrid Gougemerusted 1689]] e voe aotreet an [[Ilizioù protestant e Breizh-Veur kevezer ouzh an Iliz anglikan|disrannidi]] (hogen ket ar gatoliged) da bleustriñ didrabas o relijion. An anglikaned hepken a chome keodedidi leun avat.
 
E 1828 e tizhas a-benn ar fin an [[Ilizioù protestant e Breizh-Veur kevezer ouzh an Iliz anglikan|disrannidi]] o [[Rezidigezh (relijion, Rouantelezh-Unanet|rezidigezh]], heuliet gant an [[Iliz katolik roman|Iliz katolik]] e 1829.
 
E 1833 e voe savet, e diabarzh luskad ''saoz-katolik'' (mennet da heñvelaat ar muiañ ma c'halled an Iliz anglikan ouzh an [[Iliz katolik roman]]) an Iliz anglikan, [[Emsav Oxford]], en-dro da [[Edward Bouverie Pusey|Edward Pusey]] pergen, mennet da neveziñ an Iliz anglikan. Unan eus e renerion, [[John Henry Newman|John Newman]], a zeuas betek ebarzhiñ an [[Iliz katolik e Bro-Saoz ha Kembre|Iliz katolik]] zoken.
Linenn 24:
 
 
Rannet eo da gentañ ar '''Gumuniezh anglikan''' e 4peder Iliz dizalc'h :
 
* Iliz Bro-Saoz
Linenn 35:
 
 
Rannet eo Iliz Bro-Saoz e 2daou [[Arc'heskoptioù anglikan|arc'heskopti]], rannet o-unan e 44 [[Eskoptioù anglikan|eskopti]] :
 
[[Image:Dioceses of the CofE.png|400px|right]]