Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
* ''Gwelout ivez : [[Spagn (anvadurezh)]]''
{{LabourAChom}}
{{Infobox Spagn}}Ur vro etre ar [[Meurvor atlantel]] hag ar [[Mor Kreizdouar]] eo [[Spagn]] (pe ''Bro-Spagn''). Dont a ra hec’h anv eus ar ger [[latin]] ''Hispania''. '''Spagn''', zo "Rouantelezh Spagn" hec’h anv ofisiel, zo anezhi ur vro eus [[Mervent]] [[Europa]], gant div englozadenn e [[Norzhafrika]] (Maroko). Un [[demokratelezh]] eo hag aozet eo evel ur [[monarkiezh barlamantel|unpenniezh barlamanteldaeliek]]. Ur vro diorroet eo ha zo en 9vet plas evit a sell an [[armerzh]] er bed a-bezh. Ur vro all, [[Portugal]] hec’h anv, a gaver e [[Kornôg]] hag e [[Mervent]] al [[Ledenez]] ispanek pe iberek (diwar anv an [[Iberianed]], ar bobl he doa graet hec’h annez eno er [[Ragistor]]. Er Su da Spagn emañ [[Jibraltar]] (un tiriad tramor saoz) hag ivez Maroko, zo enklozet enni div [[keoded|geoded]] spagnat ([[Ceuta]]) ha ([[Melilla]]). Er biz da Spagn emañ ar [[Pireneoù]], a zo ul lod anezho da Frañs, hag ivez [[Andorra]], ur briñselezh vihan zizalc'h anezhi. E Spagn emañ ivez an [[inizi Balearez]] er mor Kreizdouar, an inizi [[Kanariez]] er Meurvor Atlantel hag enezennoù didud niverus er Mor Kreizdouar eus tu [[strizh-mor Jibraltar]], anavezet eo evel lec’hioù ar [[riegezh]] (''Plazaz de soberanía''), evel an inizi [[Islas Chafarinas|Chafarinas]], [[Isla de Alborán|Enez Alborán]], ar « reier » eus [[Peñón de Vélez de la Gomera|Vélez]] hag eus [[Peñón de Alhucemas|Alhucemas]] hag an enzenn vihan [[Enez Perisilh]]. Er biz da Spagn, er [[Pireneoù]], ez eus un englozadenn vihan eus [[Katalonia]], ur gêr zo [[Llívia]] hec’h anv hag hi gronnet gant an tiriad gall.
 
== Istor ==