Pepin Iañ Akitania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: vls:Pepeyn I van Aquitanië
D Robot ouzhpennet: sv:Pippin av Akvitanien; Kemm dister
Linenn 1:
'''Pepin Iañ, roue Akitania''' (797 - 838), a oa eil [[mab]] d'an impalaer [[Loeiz an Deol]] ha d'e gentañ pried [[Irmingard Hespengau]], ha [[mab-bihan]] da g-[[Karl Veur]].
 
Pa voe roet ur rouantelezh da bep hini eus e dri mab (Lotar, Pepin, ha Loeiz) gant Loeiz an Deol e voe anvet Pepin da roue [[Akitania]] e 817. Honnezh e oa rouantelezh e dad pa oa Karl Veur o ren. [[Ermoldus Nigellus]] a oa barzh en e lez, ha gantañ ez eas da [[Breizh|Vreizh]] e 824.
 
Pa voe ganet e hantervreur [[Karl Voal|Karl]] e 823 e savas bec'h etrezañ hag e dad, hag e reas emglev gant e vreudeur, [[Loeiz Germania]] ha [[Lotar Iañ|Lotar]], ha gant Wala (war-dro 765- † 836), mab da [[Bernez (mab da Garl Martel)|Vernez]], kenderv da Garl Veur. En em sevel a reas e 830, ha kerzhout war-du Paris, gant skoazell tud [[Neustria]]. Edo e dad o tistreiñ eus Breizh gant e arme, ha tapet e voe e Compiègne gant Pepin. Nemet n'eas ket an emsavadeg da benn-vat.
 
E 832 en em savas Pepin en-dro gant e vreur Loeiz Germania. Edo o zad gant e arme en Akitania , met kuit ez eas ac'haleno pa glevas keloù eus emsavadeg Bavaria gant e vab Loeiz. Pepin a gemeras Limoges ha douaroù all . Er bloaz goude e teuas e vreur Lotar da gemer perzh en emsavadeg. Gant skoazell Ebbo, arc'heskob Reims, e voe diskurunennet o zad ganto e 833. Koulskoude ne blijas ket emzalc'h Lotar dezhañ, ha harp a roas d'e dad pa voe adanvet da impalaer d'ar 1añ a viz Meurzh 834. Hag eñ en-dro da Akitania da roue .
 
Mervel a eure d'an [[13 a viz Kerzu]] [[838]] e [[Poitiers]], ha beziet e voe e Sainte-Croix. Loeiz an Deol a anvas e bevare mab, [[Karl Voal]], da roue, met dilennet e voe mab Pepin gant uhelidi Akitania. Ha [[Pepin II]] da ren war-lerc'h e dad.
 
== Pried ha bugale ==
E 822 ec'h euredas da [[Ingeltrude]], merc'h da Theodobert, kont Madrie, ha daou vab en doe:
* ''[[Pepin II Akitania|Pepin]]'' (823-war-lerc'h 864), roue Akitania war e lerc'h
* ''Karl'' ( etre 825 ha 830, marvet d'ar 4 a viz Mezheven 863), a vo arc'heskob [[Mainz]], hag a c'houlennas ar rouantelezh d'ur mare.
Divugel e varvas an daou vab-se.
 
 
 
[[Rummad:Loeiz an Deol]]
Linenn 32 ⟶ 30:
[[pl:Pepin I Akwitański]]
[[ru:Пипин I (король Аквитании)]]
[[sv:Pippin av Akvitanien]]
[[vls:Pepeyn I van Aquitanië]]
[[zh:阿基坦丕平]]