Celtic Football Club : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ka:სელტიკი (საფეხბურთო კლუბი) |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 79:
'''The Celtic Football Club''', ('''The Celtic''' pe '''Celtic [[Glasc'ho|Glasgow]]'''), a zo unan eus kluboù mell-droad Glasc'ho, kêr vrasañ Bro-Skos. Ar Celtic a zo unan eus dek klub a voe krouet ganto Scottish Football League ha [[Kampionad mell-droad Bro-Skos|kampionad Bro-Skos]] e 1890. Ar maout zo aet gant ar c’hlub 42 wech er c'hampionad etre 1893 ha 2008, hep diskenn d’ur rummad a-is. Gounezet en deus ivez 34 gwech [[Kib Bro-Skos]]. Ar c’hrogad pouezusañ eo an derby a vez c’hoariet a-enep [[Rangers Football Club]], kevezer brasañ e kêr Glasc’ho: anvet e vez ar c’hrogadoù-se an ''Old Firm''.
E 1967 e voe ar Celtic ar skipailh breizhveuriat kentañ o c’hounit ur gib Europa gant [[Kevre ar gampioned]] (a veze anvet ''Kib Europa ar c’hluboù kampion'' er mare-se). ''Lisbon Lions'' a vez lesanvet c’hoarierien ar gourfenn a voe gounezet a-enep [[Football Club Internazionale Milano|Inter Milan]]. N'oa nemet c'hoarierien skos er skipailh ha ganto e yeas ar maout ivez en holl genstrivadegoù e kemerjont perzh enno ar bloaz-se.
Abaoe 1892 e c’hoari ar c’hlub e [[Celtic Park]], stad brasañ Bro-Skos. 60 832 plas a zo e-barzh evit suporterien ar ''Bhoys''. Livioù ar c’hlub eo gwer ha gwenn abalamour d’al liammoù orin gant Iwerzhon, liammoù a vez adkavet ivez er bannieloù iwerzhonat niverus er stad.
|