Diforc'hioù etre adstummoù "Nils Dacke"

125 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Pajenn nevez : thumb|Delwenn da Nils Dacke e [[Virserum]] '''Nils Dacke''' (marv e 1543) a voe e penn un emsavadeg peizanted a c'hoarvezas er XVI{{ve...)
 
 
==Brezel Dacke ==
[[Skeudenn:Gustav Vasa triumphs 4.jpg|thumb|right|200px|Ar roue Gustav I hag e arme o vont da vrezeliñ a-enep ar beizanted kaset gant Dacke]]
E miz Even [[1542]] e krogas an emsavadeg pa voe lazhet pennboliserien ha dastumerien tailhoù. Gustav Vasa a soñjas dezhañ ne oa ket ar beizanted stourmerien galet hag e voe kaset soudarded diwar c'hopr da vougañ an emsavadeg. Met ne zeuas ket a-benn al [[lanskan]]ed alaman da vezañ trec'h e koadeier Sveden ha lakz a nezho a varvas. [[Arbalastr]]où eo a veze implijet gant ar beizanted ha da-heul trec'h Dacke en em ledas an emsavadeg e proviñsoù su Sveden. Ken start e oa an traoù ken e rankas ar roue goulenn un arsav-brezel a voe sinet d'an [[8 a viz Du]]. E-pad an arsav-brezel en em gavas Dacke e penn su Sveden. Broioù alla ginnigas skoazell, nac'het e voe gantañ. Aotreet e voe ar c'henwerzh etre an daou du eus an harzoù en-dro, ha diazezet en-dro ivez an Iliz katolik.
E miz Genver [[1543]] e voe kaset muioc'h a soudarded gant ar roue. Gant propaganda ar roue e krogas ivez ar boblañs da gaout disfiz diouzh Dacke. Un emgann taer a voe e miz Meurzh 1543. Trec'het e voe lu ar beizanted, mouget an emsavadeg ha gloazet Dacke da vat.
 
==Gwelout ivez==
*[[Brezel Dacke]]
*[[Fabian Månsson]]
 
7 177

modifications