Yeun ar Gow : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
===E Vuhez===
 
Ganet eo d'ar [[7 a viz Here]] [[1897]] e [[Pleiben]] ha marvet d'an [[22 a viz C'hwevrer]] [[1966]] e [[Gouezeg]] abalamour d'an [[diabet]] (kleñved ar sukr). Ouzhpenn da se e oa peuzdall abaoe un nebeud bloavezhioù 'oa. Mab e oa da Yeun ar Gow ha da Varijanig Gwilhoù, o-daou genidik eus Pleiben (Penn-ar-Bed). E-pad e vugaleaj, pa oa pemp pe c'hwec'h vloaz, e voe reutaas e c'har da heul ur gwallzarvoud hag e voe rediet da chom gourvezet e-pad ur maread hir a-walc'h. E-plas mont da c'hoari mell-droad e chome da lenn levrioù er gêr. A-drugarez da se, en ur mod, eo deuet da vezañ gouiziek-tre. Ur beleg eus Pleiben a zesachas evezh Yeun ar Gow war ar brezhoneg ha traoù ar vro.
 
E desteni-studi gantañ, e chomas er gêr da skoazellañ e vamm intañvez abaoe 1907 pa varvas e dad. Ur pennadig amzer war-lerc'h, e reas labourioù bihan er vro a-raok mont da gomis e ti noter ar vourc'h. Damc'houde, ez eas da g[[Kastellin]] da labourat evit an Ao. Gwiader-Després. E-pad ar Brezel bras e talc'has hemañ ar stal e-unan. An arnodennoù-Stad en e c'hodell, e kavas labour un tamm e pep lec'h dre ar vro (Pleiben(29), [[Pontrev]](22), [[Pondi]](56)) kent tapout ur plas a eil-noter e [[Ploudiern]].