Linus Torvalds : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Add image from http://tools.wikimedia.de/~emijrp/imagesforbio/
Linenn 4:
== Buhezskrid ==
Ganet eo Linus Torvalds e [[Helsinki]], kêr-benn [[Finland]], [[mab]] d'ar gazetennourien Anna ha Nils Torvalds, ha [[mab-bihan]] d'ar barzh [[Ole Torvalds]].
Svedegerien eo e dud ''([[Finlandssvensk]])'', yezherien a ya d'ober 5.5% eus annezidi Finland. Bet eo Torvalds e Skol-Veur Helsinki etre 1988 ha 1996, ha taêt gantañ ur vestroniezh war ar stlenneg er ''NODES research group''. Paouezet e oa gant e studioù goude ur bloavezh pa oa aet d'an arme, ha tapet gantañ galoñsoù betek bezañ eil-letanant. Jediñ a rae durc'hadurioù ha treug an tennoù. E 1990, adkemere en deus e studioù er skol-veur, ha dizloet en deus UNIX evit ar wech kentañ, en e stumm DEC MicroVAX o lakaat da dreién ULTRIX.
 
E dedenn evit an urzhiataeroù en deus kroget gant ar Commodore VIC-20. Goude ar VIC-20, prenet en deus ar Sinclair QL, lec'h m'en deus cheñchet e reizhad korvoiñ. Programet en deus ur yezh asambliñ hag un editour testenn evit ar QL, hag ivez un nebeut c'hoarioù. Anavezet eo evit bezañ skrivet ur gopienn eus Pac-Man, anvet Cool Man. D'an 2 a viz Genver 1991 en doa prenet un IBM-PC gant un Intel 80386 ha chomet e oa ur mizvezh o c'hoari [[Prince of Persia]] a-raok resev e skouerenn eus MINIX ar pezh en deus lakaet anezhañ da labourat war Linux.
 
Linus Torvalds a zo dimezet gant Tove Torvalds. Kejet o deus evit ar wech kentañ e diskar-amzer 1993. Torvalds a oa o kinnig e poelladennoù evit urzhiataeroù labourva ha laret en deus d'ar studierien da gas dezhañ un e-mail evit un test, ha Tove en deus kaset dezhañ un e-mail o c'houlenn un emgav. Tove ha Linus a zo bet dimezet diwezatoc'h hag o deus bet teir merc'h, Patricia, Daniela, ha Celeste.
Linenn 12:
Goude un dro e Transmeta e fin 1996, asantet en deus ur plas en embregerezh e Kalifornia, lec'h m'en deus labouret eus miz C'hwevrer 1997 betek miz Even 2003. Goude ez eo aet en ''Open Source Development Labs'', a zo goude aet gant ar Free Standards Group evit dont da vezañ Linux Foundation. E miz Even 2004, Torvalds hag e familh a zo aet e Portland, Oregon, evit bezañ tostoc'h eus karterioù OSDL.
 
E vaskotenn personel a zo ur [[mank (evn)]] anvet [[Tux]], hag a zo bet kalaet gant kummuniezh Linux evel moskotenn ofisiel kraoñel Linux. Lar a ra ez eo an open-source an doare nemetañ da grouiñ poelladoù vat, larêt en deus ivez e implij an ostilhoù gwellañ evit labourat, memes ma z'eus enno poelladoù perc'henn.
 
Er c'hontrol eus pep brasañ pennoù-bras an [[Open Source]], Linus Torvalds a chom kuzh hag a nac'h alies reiñ evezhiadennoù war ar reizhadoù korvoiñ all evel [[Microsoft Windows|Windows]]. Padal reaktiñ a ra gant nerzh pa vez lavaret traoù diwar-benn Linux.
Linenn 19:
 
== Frazennoù brudet ==
* ''Software is like sex, it's better when it's free!'' : « Ar poelladoù a zo evel ar reizh, gwelloc'h eo pa 'z eo ''digoust'' ! »
Posubl eo e vefe e spered Linus e talvesfe ''free'' kentoc'h dieub pe frank, dre ma dalv ''free'' e saozneg an daou c'her.
* ''If [[386BSD]] had been available when I started on Linux, Linux would probably never had happened..'' : « Ma 386BSD a vefe amañ pa oen o kregiñ gant Linux, sur a-walc'h ne vije ket bet eus Linux.
* ''An dud a zo kreizennet war ar surentez a zo tud a ne c'houzañvan ket. Krediñ a ran ez eo tud OpenBSD ur strollad marmouzed o c'hoari bazh-noilh dre ma kemeront ar surentez gant kement a dalvoudegezh ken ne 'z eus netra all evito.
 
 
== Levrioù ==
 
* Linus Torvalds, David Diamond : ''Just for Fun: The Story of an Accidental Revolutionary'', New York, HarperBusiness, [[2001]], ISBN 00666207240-06-662072-4.
 
== Enor ==
Linenn 39:
 
{{DEFAULTSORT:Torvalds, Linus}}
 
[[Rummad:Urzhiataerezh]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1969]]
Linenn 90 ⟶ 91:
[[mk:Линус Торвалдс]]
[[ml:ലിനസ്‌ ബെനഡിക്റ്റ്‌ ടോർവാൾഡ്സ്‌]]
[[mr:लिनसलीनस तोरवाल्ड्स]]
[[ms:Linus Torvalds]]
[[nds:Linus Torvalds]]