Christian Troadec : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Christian Troadec''' a zo ur politikour breizhat ganet d'ar [[24 a viz Meurzh]] [[1966]] e [[Karaez]]. Istorour e stummadur, bet eo kazetenner e meur a gazetennoù. Krouet en doa gant mignoned [[Gouel an Erer Kozh]] e [[1992]]. E kreiz ar bloavezhioù 1990 e roas lañs d'ur gazetenn evit [[Kreiz Breizh]], ''[[Poher Hebdo]]''. Adwerzhañ a reas anezhi e [[1999]] ha prenañ a reas ar breserezh [[Korev]].
 
Maer kleiz-liesseurt [[Karaez-Plougêr]] e oa dilennet e [[2001]] hag addilennet e [[2008]] gant 68% eus ar mouezhioù daoust d'ul listenn "kleiz ofisiel" PS-PCF. Dilennet eo kuzulier rannvro "Breizh" e [[2004]] war listenn [[Ar Re C'hlas]] ha [[UDB]]. Anavezet eo ivez evit bezañ stourmet a-enep serradur ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh ospital Karaez e Meurzh 2008. Addigoret eo bet ar servijoù-mañ gant [[lez-varn velestradurel]] Roazhon goude ur stourm kalet ha hir. Freuzañ a ra gant an tu gounid a-gleiz e Kerzu 2008 peogwir en em ouestl an Rannvro en ur program kenlabour etre [[Pennospital Skol-veur]] Brest hag ospital Karaez en ur c'hendeuziñ an eil gant egile evit gwir.