Diforc'hioù etre adstummoù "Youenn Drezen"

1 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
Skrivañ a reas evit [[L'Heure bretonne]], kazetenn [[Strollad Broadel Breizh]], bep sizhun dindan an anv-pluenn Tin Gariou (anv e dad-kozh a-berzh e vamm, Kaourintin Gariou)<!-- Embannet en deus eno pennadoù ma kaver mennozhioù a-du gant ar c'henlabour, enepyuzev hag enepgall -->hag e ''[[Galv]]'' (renet gant [[Herri Le Helloco]]). Kenlabourat a reas er c'hronik "Ar seizh avel" e ''[[La Bretagne]]'', renet ant [[Yann Fouere]]. E [[1941]] embann ar c'hentañ romant hir e brezhoneg, ''Itron Varia Garmez'' a zanevell darvoudoù a vije bet c'hoarvezet e [[Pont-'n-Abad]].
 
Adalek miz Here 1940 e labour evit [[Radio Roazhon Breizh]] dindan renerezh J. Trécan<ref>R. Calvez, ''La radio en langue bretonne'', Roazhon 2000, p. 158</ref>. Skrivañ a ra pezhioù-c'hoari evit ar radio hag eez enroll pennadoù-kaoz evitañ.
 
Eus [[1943]] da [[1944]] e teu da vezañ rener ar gazetenn divyezhek ''Arvor''<ref>R. Calvez, ''La radio en langue bretonne'', Roazhon 2000, p. 158</ref> hag e ra anezhi ar c'hentañ kazetenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn. Skrivañ a reas en hevelep kazetenn pennadoù [[enep-amerikan]] diwar-benn bombezadegoù [[Naoned]] a zo a-unan gant soñj ul lodenn eus an dud a c'houzañv anezhe. Kavout a reer ivez pennadoù [[enepyuzev]] diwar e bluenn<ref>F. Favereau, ''Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved'', Montroulez, 2003, levrenn II/386</ref>.
Implijer dizanv