Notenn sonerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempennig
Linenn 12:
Kement son (pe notenn) en deus ur frekañs diazez a glot gant e uhelder.
Ma vez div notenn gant frekañsoù-diazez o ratio kevatal da zaou (an hanter, an doubl, pe ar pevarc'hement) e vo damheñvel o sonioù. Sed penaos e renker an notennoù-se er memes rummad uhelder.
E sonerezh broioù ar C'hornôg e ranner an uhelder e seizh notenn : ''do'', ''re'', ''mi'', ''fa'', ''sol'', ''la'' ha ''si''. An esaouenn etre daou uhelder (frekañs an eil o talvezout an doubl pe an hanter eus egile) a zo anvet [[eizhvedell]]. A-benn gouzout an diforc'h etre div notenn gant ar memes anv e div eizhvedell disheñvel e niverenner an eizhvedelloù, hag aan niverenn a vez roet d'an notennoù. Da skouer «[[A440|La<sub>3</sub>]]» (pe A4), he frekañs o vezañ 440Hz. Gant ur bondoner e c'haller kaout ar frekañs-se.
 
Ar formulenn o vezañ : <math>f_n = f_0 \times a^n</math>. Gant <math>a</math> o vezañ 12{{vet}} gwrizienn daou ha <math>n</math> an niver a hanterdonennoù a-us an notenn-loc'hañ <math>f_0</math>. Merzout a reer e kresk ar frekañs en u doare mentoniel keñveriet gant an notennoù.