Dioskured : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: ro:Castor și Polux
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Dioskouroi.jpg|thumb|''Kastor ha Polideukes'', treset war ur gib gant tresadennoù ruz, 450 kent J.-K.]]
 
'''Kastor''' (En Henc'hresianeg Κάστωρ,/ Kástôr, e [[gregach]]) ha '''Polideükes''' (Πολυδεύκης, Polydeúkês), er vitologiezh c'hresian, zo daou vreur, anvet ivez an Dioskouroi (Διόσκουροι, da lâret eo « Mibien Zeus »), e mojennoù Hellaz kozh. Breudeur gevellGevelled int, mibien da [[Leda]], ha breudeur [[Elena]], plac'h [[brezel Troia]] ha [[Klitaimnestra]] int.
 
==Mojenn==
 
Ganet int bet e [[Sparta (kêr)|Sparta]] gant [[Leda]]. Hervez [[Homeros]] ez int mibien [[Tindareos]] o-daou. Desket o deus da [[Herakles]] an doare da embregañ ar c'hezeg ha d'en em gannañ gant armoù. Kemer a reont perzh en ergerzhadenn an [[Argonaoted]]. Mervel a reont o-daou etre skrapadenn Elena hag an dekved bloavezh seziz war Droia ([[Ilias]], III, 236–244). Lakaet int da zoueed goude-se.
 
== Azeulerezh==
 
E Sparta emañ al lec'h pennañ ma vezont azeulet. [[Pindaros]] a rae anezho « Merourien Sparta » (ταμίαι Σπάρτας, tamiai Spartas, ''Xet telenngan nemean'', 52). Daou int evel rouanez Sparta.