Frañsez-Mari Kadig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Kempenn}}
An aotrou '''Frañsez (-Mari) Kadig''' (François -Marie Cadic) a oa ur skrivagnour hag en deus labouret àr ar folklor. Ganet a oa d’an [[29 a viz Gwenholo]] [[1864]] ba [[Noal-Pondi]] ([[Mor-Bihan]]), ha marv d’ar [[27 a viz Gourheleñ]] [[1929]] ba [[Sant-Yann-Brevele]].
 
== Buhez ==
Ganet a oa ba ur familh labourizion-douar. Eñ en doa ur bochad breuder ha c’hoarzed. Aet e oa da gloerdi bihan [[Santez-Anna-Gwened]] ba 1880, raok mont da gloerdi bras [[Gwened]]. Eñ a oa bet beleget ba 1889. Àr-lerc’h bout graet ur lisañs àr an istoer, e ta da vout kelennour ba [[Institud katolik Pariz]]. Ba 1897, e kroueas « parrez Bretoned Pariz », lem e vo betek 40 000 a dud, ha ba 1899 e savas ur gazetenn hag a vo graet ar memp anv anezhi. Ba hounnezh e veze roet ur bochad doareoù a dalvoudegezh evit Bretoned Pariz, ha mojennoù dia Vro-Gwened c’hoazh ivez. Skrivet en deus ur bochad levrioù zia-benn [[Breizh]], lem e kannïa kontadennoù ha mojennoù dia’r vro. Sellet a vez evel unan ag an dastumerion gwellañ evit kultur a-gaoj [[Breizh-Izel]].
 
== Levrioù ==
 
* [[1914]] : ''Contes et légendes de Bretagne : Les puissances inférieures - Les revenants - Les puissances supérieures''. Paris, Maison du peuple breton/[[Henbont]], Imprimerie Ch. Normand
* [[1925]] : ''Nouveaux contes et légendes de Bretagne''. Maison du peuple breton, Paris