Pelleiler : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: uk:Факс
D Robot kemmet: ar:ناسوخ; Kemm dister
Linenn 4:
Evit hen ober, ec'h arver ar pelleiler ar rouedad [[trec'haoliñ]] [[pellgomz]] foran (RTPC en galleg pe PSTN en saozneg). Luget (pe skourret) e vez ar pelleiler gant ul lugell "ki-ha-kiez" ouzh ar rouedad pellgomz.
 
== Al [[linenn bellgomz]] ==
 
Ganti eo e vez ereet ar pelleiler ouzh ar [[greizenn bellgomz]] ha kaset ar c'hehentiñ. An [[tredanvarr]] lakaet war al linenn a zo a -48V. E-pad ur galv (ar soniri) e vez lakaet war al linenn un [[tredan pebeilat]] a 80V a laka ar soniri da seniñ. An tredan galv e vez graet outañ.
Pa vo ar pelleiler o tiskourrañ, e vo un [[dol]] o vezañ savet a-ziwar-se; ar pezh a laka ar greizenn bellgomz da droc'hañ an tredan galv. Emañ ar c'hehentiñ o vont en dro. '''Dolet eo al linenn neuze'''.
 
== Pennreolenn eeunaet ar mont en dro d'ur pelleiler ==
 
Pa vez c'hoant d'un arveriad kas ur faks, e laka ar follenn(où) da vezañ dezrannet gant ar [[skanner]] eus ar pelleiler. Gant ar pelleilerioù koshoc'h e oa kemblac'hel an [[dezrannañ]]. Bremañ e vez hemañ niverel gant ouzhpenn ur gwaegadur d'ar roadennoù hervez un [[enbonegañ]] skoueriekaet (e-touez : MH, MR, MMR ha JBIG). An doareoù-se d'enbonegañ ar roadennoù a servij dreist-holl da vihannaat [[mentrezh]] ar skeudennoù da fonnaat o zreuskas, ha se dindan erbedadoù an [[ITU-TS]].
Linenn 15:
Possubl eo treuskas roadennoù etre pelleilerioù disheñvel ablamour d'an enbonegadur, pe d'ar gwaegadur d'ar roadennoù. Hervez ar vro eo disheñvel ar reolad ha pa ez'eus meur a zoare skoueriekaet da enbonegañ e vez tu bepred da dreuzkas an teulioù buan pe vuanoc'h : ma n'eo ket keverlec'h ar mod da enbonegañ gand hini e ra ar pelleiler resever gantañ, an hini kaser a ra gant unan dindan (nebeutoc'h dioret) e vo tu ober gantañ neuze da zont a-benn da dreuzkas an teul.
 
== Ar [[modem]] ==
 
Un amredad elektronek da c'houluzañ-[[dic'houluzañ]] eo ar modem (ar ger "modem" a zeu eus "MOdulation-DEModulation" e galleg). Ar [[gouluzañ]] a zo an amdreiñ eus ur seurt [[arhent]] d'unan all. Muzuliet e vez tizh ar gouluzañ gant an unvez "baod" a dalvez kement hag an niver a gemmadurioù a stad an arhent dre eilenn war al linenn dreuzkas :
Linenn 38:
Goude an dic'houluzañ, an arhent e vez ezboneget hervez an doare enbonegañ implijet gant ar pelleiler kaser ha komprenet gant an daou belleiler. Hag e vez amdreet an arhent keweriet hag ezvoneget d'ur mentrezh kemblac'hel en-dro, ma vez ret, da voullañ an teul.
 
== Ar [[moullañ]] ==
 
 
Linenn 45:
Bremañ e c'hellomp kavout kentoc'h pelleilerioù "laser", anvet evel-se en-abeg ma vez moullet an teulioù oc'h implijañ ur [[penn laser]]. An deknologiezh-se e vez kavet bremañ ivez gant al [[luc'heilerez]] arnevez. Ar [[penn laser]] eo a resev an arhent deus an amredad ezvonegañ hag ac'h enlouc'hañ al [[luc'hreüser]] hervez ar roadennoù resevet. Gante e vez moullet gant huz poultr war-vete a-seurt gant an hini arveret gant al luc'heilerezioù. Pennreolenn moullañ ar pelleilerioù-se a zo peurheñvel ouzh hini al luc'heilerezioù niverel.
 
== Ar strolladoù pelleiler ==
 
Hervez an deknologiezh int bet ergrafet (pe danzeet) ganti hag hervez ivez o digonusted, e vez renket ar pelleilerioù e-barzh strolladoù a laka da anavezout o doare da vont en dro hag, war an dro, o savlec'h en emdreiñ teknologiel. Ar strolladoù-se a oa bet anvet G1, G2 G3, Super G3 ha G4.
Linenn 66:
</center>
 
== Arver ul pelleiler ==
 
Gant ur pelleiler e c'hellomp kas un teul gant al linenn bellgomz d'ur pelleiler all e penn al linenn o kompoziñ e niverenn bost (he stumm peurheñvel ouzh hini ur [[pellgomzer]], da skouer : 02 96 45 56 67). N'hon eus ken 'met neuze da lakaat ar follenn war ar c'hwilerver ha da bouezañ war an [[afell]] "kas".
Linenn 78:
Danzeet eo ar pelleilerioù evit ma c'hellint mirout en o memor ar faks ne oant ket deut a-benn da voullañ dre abeg pe abeg.
 
== An dazont ==
 
Muioc'h mui e vo kavet ardivinkoù o kinnig pep servij e vez ezhomm e-barzh ur burev : luc'heilerez, pelleiler, c'hwilerver, moullerez e-barzh ur benveg hepken. Graet e vez [[savenn liesarc'hwel burereg]] pe "MFP" e saozneg gante. Bremañ ivez (e [[2006]]) e vez lakaet kalzik a gartennoù faks marc'het e-barzh al luc'heilerezioù bras pe vihan hag e-giz-se e c'hell an dud kaout un ardivik nemetken d'ober an hevelep labour gant muioc'h a c'halloudezh hag a dizh d'hen ober ha dreist-holl gant nebeutoc'h a blas ac'hubet gant an ardivinkoù.
Linenn 84:
Hag ar pelleilerioù, gant ar reizhiadoù-se, a c'hell bremañ bezañ luget (pe skourret) ouzh un urzhiataer pe welloc'h c'hoazh, kevreet ouzh ur rouedad gant neuze an tu roet da verañ ar faksoù dre un urzhiataer (arloadoù ispisial zo evit se) ha da skouer da skignañ da dud un embregerezh ar pelleilennoù resevet o kas anezhe en dro dre posteloù e-lec'h o moullañ.
 
== Gwelet ivez ==
* [[Deiziataer ijinadennoù Mab-den]]
 
Linenn 91:
[[Rummad:Teknologiezh]]
 
[[ar:فاكسناسوخ]]
[[arz:فاكس]]
[[bat-smg:Faksos]]