Yezh kalvezadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: cy, el, ku, pms, sah, scn, sl tennet: gd kemmet: ar, id, szl
D Robot ouzhpennet: fa:زبان فراساخته; Kemm dister
Linenn 1:
Ur '''yezh kalvezadel''' pe '''yezh savet a-ratozh''' (saoz. ''constructed language'' pe ''conlang'') a zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud. Da lâret eo ez eo ur ''yezh savet a-ratozh'' ar c'hontrol-mik diouzh ar ''[[Yezh naturel|yezhoù naturel]]'' diorroet a-hed an amzer gant an dud.
 
Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh oa bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel '''yezhoù etrebroadel''' ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat oa bet krouet evit meur a bal all, da skwer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re [[Tolkien|Dolkien]], o klotaat neuze meur a wech gant ''bedoù savet a-ratozh'' ivez..., evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al ''[[lojban]]'', evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (d.s. an ''awolang'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_awolang.htm]) pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (d.s. ar ''cinpzy'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_cinpzy.htm])
 
A-wechoù e vez implijet an termen '''yezh steuñvet''' (saoz. ''planned language'') evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel evel an [[esperanteg]], rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel '''yezh kalvezadel''' (saoz. ''artificial language'') abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken ''naturel'' hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an [[esperanteg]]. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da ''yezhoù etrebroadel ouzhpenn'', da lâret eo yezhoù sañset bezañ neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe ''yezhoù kentañ'') evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.
 
== Renkadur ==
 
Bez e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o struktur:
 
* '''yezhoù a priori''': n'int ket diazezet na war ur yezh naturel resis bennaket, na war strukturioù kavet e-touez yezhoù ar bed. Ral-tre eo ar yezhoù a seurt-mañ.
 
* '''yezhoù a posteriori''': diazezet war yezhoù naturel pe oc'h implijout perzhioù yezhoniel a vez kavet er yezhoù naturel, ds. an ''[[esperanteg]]'', ar ''[[volapük]]'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_volapuk.htm] hag an ''inter celtic'' [http://www.geocities.com/Athens/Stage/3637/intro.htm]
Linenn 15:
Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal, da skwer:
 
* '''yezhoù etrebroadel ouzhpenn''': da vezañ implijet evel eil-yezh evit gallout mont e darempred gant tud a ra gant ur yezh disheñvel, d.s. ''interlingua'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_interlingua.htm] hag en o fenn an [[esperanteg]];
 
* '''yezhoù fantazi''' - bet krouet evit reiñ plijadur aestetik, d.s. ar yezh [[quenya]] ijinet gant Tolkien [http://www.langmaker.com/db/mdl_quenya.htm];
 
* '''yezhoù evit palioù resis''' (saoz. ''engineered languages''): isrannet e '''yezhoù filozofel''', d.s. an ''eurun'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_eurun.htm] ha '''yezhoù poellel''' (saoz. ''loglangs''), d.s. al ''[[lojban]]'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_lojban.htm]
 
Yezhoù zo a zo bet savet a-ratozh kaer evit diskwel hag-eñ eo gwir pe get [[Damkan Sapir ha Whorf]], da lâret eo hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant strukturioù ar yezhoù a gomz an dud, d.s. ur yezh evit ar maouezed eo al ''láadan'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_laadan.htm] evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war perzhioù gourel pe c'hoazh ur yezh n'haller lâret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an ''toki pona'' [http://www.langmaker.com/db/www.tokipona.bravehost.com]
 
A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, o deus un nebeut yezhoù a seurt-mañ bet tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn evel an [[esperanteg]] komzet gant etre 200 ha 2000 a dud evel yezh kentañ, hag en 19vet kantved gant ar [[volapük]].
 
Kurius eo goût memestra e oa bet klasket kelenn ar yezh ''[[Klingoneg|klingon]]'' [http://www.langmaker.com/db/mdl_klingon.htm] ijinet evit [[Star Trek]] evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers, met ne deuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, d.s. gerioù boutin evel '"kador" pe "taol".
 
== Liammoù diavaez ==
 
* [http://www.myconlanglinks.tk/]
Linenn 55:
[[es:Lengua construida]]
[[eu:Hizkuntza eraikia]]
[[fa:زبان فراساخته]]
[[fi:Keinotekoinen kieli]]
[[fr:Langue construite]]